Robert George Wardlaw-Ramsay

Ar c'horonal Robert George Wardlaw-Ramsay[1], bet ganet d'ar 25 a viz Genver 1852 e ? hag aet da Anaon d'an 22 a viz Ebrel 1921 e ?, a oa un ofiser tirlu hag un naturour breizhveuriat.

Poltred Robert George Wardlaw-Ramsay (1890).

E miz Genver 1871 e voe enluet e Royal Hampshire Regiment. O pleustriñ e vicher en India, Afghanistan ha Myanmar[2] eo e voe desachet-kaer gant an evnoniezh. Ma voe roet e anv d'un nebeud spesadoù evnedYungipicus ramsayi da skouer — da zougen bri dezhañ.

Niz e oa d'ur skiantour breizhveuriat all : Arthur Hay (1824-1878).

Listenn al laboused studiet gantañ

kemmañ
  • D
Dicrurus sumatranus,
  • H
Hierococcyx bocki, Hydrornis soror,
  • M
Myophonus castaneus,
  • S
Sitta magna.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ober a reer gant ar berradur Ramsay e metoù al loenoniezh.
  2. Broioù stag ouzh Impalaerouriezh ar Rouantelezh-Unanet d'an ampoent.