Gaovan hag an Den Gwer

Gaovan hag an Den Gwer zo ur romant berr a-walc'h (78 pajenn) gant Roparz Hemon, azasaet e brezhoneg eeun diwar an istor saoznek Sir Gawain and the Green Knight hag embannet gant Embannadurioù Douar ar Yaouankiz (Al Liamm) e 1949 evit ar wech kentañ.

Pajenn gentañ golo al levr bet adembannet e 1988

Adembannadurioù

kemmañ

Adembannet e oa bet al levr e 1988 gant An Here, skeudennoù gant Tudual Huon ennañ[1].

Ar romant

kemmañ

Banvez bras a zo e Kamelod, kastell ar Roue Arzhur, da Zeiz Kentañ ar Bloaz, pa zegouezh ur ramz war e varc'h, ken gwer o-daou hag an holl draoù douget gant an den-mañ. Gaovan e-unan, niz ar roue, a yelo da dennañ ar blouzenn diwar skoaz an Den Gwer.

Notennoù

kemmañ
  1. Roparz Hemon (1949) : Gaovan hag an den gwer, An Here, 1988 (ISBN 978-2-86843-052-6)