Brezhoneg eeun
Ar brezhoneg eeun a oa un dibab mil ger brezhonek, da zeskiñ d'ar vrezhonegerien lenn ha skrivañ o yezh da gentañ, hag aesaat deskiñ ar yezh d'ar re all. Ijinet e oa bet e 1935 gant Roparz Hemon.
Orin
kemmañKemeret en doa da skouer ar Simple English, pe Basic English, krouet gant ar yezhoniour saoz Charles Kay Ogden (1889-1957), evit kelenn saozneg, ha kinniget el levr Basic English: A General Introduction with Rules and Grammar embannet e 1930.
Kemend-all a vo graet evit ar galleg ivez er bloavezhioù 1950 gant ar français fondamental savet evit kelenn galleg d'an estrenien ha da bobloù an impalaeriezh trevadennel c'hall a oa da vezañ gallekaet.
Petra eo ?
kemmañUn doare aes da lenn ha skrivañ brezhoneg eo ar brezhoneg eeun.
E saozneg e oa ar skouer pa oa bet krouet ar roll-gerioù ha savet e oa bet ur roll eus ar brezhoneg pemdez, mil ger ennañ, gant Roparz Hemon, evit ma vije aesoc'h al lenn d'ar re a gomañs da zeskiñ brezhoneg. Embannet e oa bet e 1935[1].
Levrlennadur
kemmañDiwar-benn ar brezhoneg eeun gant Roparz Hemon
kemmañ- Alc'hwez ar brezhoneg eeun ; La clef du breton simple, Gwalarn (83), 1935 ; adembannet e 2001 gant Mouladurioù Hor Yezh,
- Penaos eo bet savet Roll-Geriou ar « Brezoneg Eeun », Gwalarn (118), 1938[2],
- Penaos eo bet savet roll gerioù-diazez ar brezhoneg, Ar bed keltiek (27), 1961.
Levrioù skrivet e brezhoneg eeun
kemmañGant Roparz Hemon
- Alanig an Tri Roue (romant nedeleg, 1950) ;
- Ar barrad-erc'h (danevell troet diwar bPouchkin, deiziad) ;
- Diamantoù Keroulaz (romant polis, 1964) ;
- Furnez ha faltazi (pennadoù dastumet gant Hor Yezh goude marv Roparz Hemon e 1998) ;
- Gaovan hag an Den Gwer (romant an Daol-Grenn, deiziad) ;
- Ho kervel a rin en noz ha marvailhoù all (danevelloù, dastumet gant Embannadurioù Al Liamm e 1970) ;
- Kontadennoù a vro-Skos (kontadennoù, deiziad) ;
- Re Bennavel (danevell, deiziad) ;
- An tenn (danevell troet diwar bPouchkin, deiziad) ;
- An Ti a Drizek Siminal (romant polis embannet gant Al Liamm e 1956) ;
- Ur prenestr a oa digor (danevell, deiziad).
Embannadurioù An Here :
- levrioù an heuliadenn Berr-ha-berr, Ali Baba, Aladdin, Sindbad ar martolod en o zouez.
Hiziv
kemmañNe gomzer ket nemeur eus brezhoneg eeun hiziv. Levrioù all e brezhoneg aes a zo, evit deskarded, met n'eus ket kaoz a vrezhoneg eeun gant an oberourien.
Liammoù
kemmañ- Kement eo ar "brezhoneg eeun" hag ar "français fondamental" e galleg pe ar "basic English" e saozneg.
- Français fondamental (Wikipedia gallek)]
- Anglais basic (British American Scientific International Commercial English) (Wikipedia gallek);
- Basic English (Wikipedia saoznek);
- Basic English alphabetical wordlist (roll gerioù ar Basic English).
- Saozneg aes:
- Simple English. Brasoc'h eo niver ar gerioù e "simple English" ; chom a ra aes, avat, ar reolennoù yezhadur.
- Simplifications de l'anglais (Wikipedia gallek).