Alanig an Tri Roue zo ur romant (kant seizh pajenn ha daou-ugent ennañ) skrivet e brezhoneg eeun gant Roparz Hemon evit ar vugale. Embannet e oa bet gant Skridoù Breizh e 1950.

Pajenn gentañ golo al levr bet embannet e 1950

Adembannadurioù

kemmañ

Adembannet e oa bet al levr e 1992 gant Mouladurioù Hor Yezh.

Ar romant

kemmañ

Alanig, ur paotrig a seizh vloaz, a zo kouezhet klañv just a-raok deiz an Nedeleg ha ret eo dezhañ chom e-barzh e wele. Dre e hunvreoù ez a da-heul Tri Roue ar c'hraou Nedeleg oc'h advevañ darvoudoù 'zo eus an Istor Santel.

Ar pennadoù

kemmañ

Setu ar pevarzek pennad :

  • Ar c'hraou Nedeleg
  • Tintin Fina
  • Oferenn an Hanternoz
  • An Tri Roue
  • Lazhadeg an Inosantezed
  • Pesk Jonaz
  • Arc'h Noe (gant Istor gwir ar c'had hag ar vaot)
  • Sorserez Endor
  • Mogerioù Jeric'ho
  • An daouzek profed bihan (gant Istor ar briñsez sukr)
  • Foz al Leoned
  • Palez Ester (gant Istor ar Priñs Zoroab ha Zelmira goant)
  • Tour Babel
  • Paradoz an douar

Troidigezh

kemmañ

Troet eo bet al levr e kembraeg gant Zonia Bowen, hag embannet dindan an titl Alan a'r tri brenin (1984).