Chaseadeg ar Marc'h-Kornek
Chaseadeg ar Marc'h-Kornek, pe Pallennerezh ar Marc'h-Kornek, zo un heuliad seizh pallenn-moger graet er bloavezhioù 1495–1505, war c'houlenn Anna Vreizh, hag hiziv er mirdi The Cloisters, e New York.
Warne e weler tud eus an noblañs o chaseal hag o vont war-lerc'h ur marc'h-kornek. Krediñ a reer e voe graet e kreisteiz an Izelvroioù[1].
An oberiañsAozañ
Graet eo ar pallennoù e gloan, neud orjal, ha seiz. Al livioù, chomet flamm bepred betek hiziv, a zo bet graet gant plantoù: Reseda luteola (melen), gwarañs (ruz), hag Isatis tinctoria (glas)[2]. Unan eus ar pallennoù, The Mystic Capture of the Unicorn, a zo aet e daou damm.
An istorAozañ
Peurvuiañ e vez un tamm tabut diwar-benn istor ar seizh pallenn-moger-se, o ster, o fal, teoriennoù a bep seurt zo bet savet, lavaret ez eus bet ne oant ket bet ispilhet kichen-ha-kichen. Koulskoude e seblant sur a-walc'h e oant bet urzhiet gant Anna Breizh[3] da lidañ hec'h eured gant Loeiz XII, Roue Bro-C'hall [4].
Daou zoare zo da gompren an oberennoù: an hini pagan, hag an hini kristen. Hervez an doare pagan e vije kaoz eus karantezioù ha falspromesaoù. Hervez an doare kristen eo aroueziet Pasion Jezuz hag e varv gant marv ar marc'h-kornek.
SkeudennaouegAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ The Unicorn Is Found. The Metropolitan Museum of Art. Kavet : 2009-05-18.
- ↑ How the tapestries came to the Met at metmuseum.org
- ↑ The Unicorn Tapestries were made for Anne of Brittany (PDF)
- ↑ Tapestry in the Renaissance: Art and Magnificence. The Metropolitan Museum of Art. Kavet : 2008-01-09.