Gwenaerezh
Gwenaerezh a reer eus un doare hemolc'h hengounel ma reder — war varc'h peurliesañ — war-lerc'h ul loen gouez da heul ur bagad-kon-red betek ma vefe tapet ha lazhet al loen diviet.
Perzh dibar an hengoun-se eo ez eo ar c'hon hag a gas an hemolc'h, an dud war o lerc'h. Evel ar falc'hunerezh hag an hemolc'h danzouar gant furiged, ar c'hon a ra pep tra : o sterniañ hag o skoazellañ a ra ar wenaerien, hep gallout erlec'hiañ outo. Bondoug ar c'hon enep hini al loen gouez eo danvez ar gwenaerezh.
Arabat eo droukveskañ ar gwenaerezh gant ar falc'hunerezh, ma hemolc'her dre laboused-preizh, ha gant an haboerezh hag a zo un ensavadur bet krouet e 813 gant Karl Veur evit diouennañ ar bleizi dre drapoù hag armoù.
- "Gwenaerezh meur" (grande vénerie) a reer eus ur bagad-kon hag a red war-lerc'h bronneged bras : demmed (Dama dama), hoc'h-gouez (Sus scrofa), kirvi ruz (Cervus elaphus), yourc'hed (Capreolus capreolus).
- "Gwenaerezh bihan" (petite vénerie) a reer pa hemolc'her broc'hed, gedon, lern.
- "Akipaj" (équipage) a reer eus un aozadur hag a zo perc'henn war un tiriad gouestlet d'an hemolc'h, gant ur bagad-kon hag ur skipailh gwenaerien.
GerdarzhAozañ
Guiznezl, guinhezl evit "gwenaer" e Buez Santez Nonn (diwezh ar XVvet kantved), guinhezl er C'hatolicon (1499), guyner, guënaëzr, guinaezr, guynaër e Geriadur Gregor Rostren (1732) ha gwenaer > gwenaerezh e Geriadur Vallée (1931).
Eus ar galleg vénerie[1] testeniekaet en XIIvet kantved, diwar ar verb vener "hemolc'hiñ dre redek", eus al latin krennamzerel venaria "loened da hemolc'hin" diwar al latin venāri "redek war-lerc'h" ; hemolc'hiñ".
IstorAozañ
War varc'h pe war garr e veze hemolc'het leoned en Asiria er VIIvet kantved kt JK, ha lazhet dre wareg pe c'hoaf evel m'en diskouez oberennoù arzel niverus. Un doare da embreger evit ar brezel e oa, en abeg da dennder an hemolc'h : ret e oa strivañ e-pad pell, bout war evezh bepred ha gouzout embreger armoù.
En Impalaeriezh roman, perc'henned un dachenn o deveze ar gwir da hemolc'hiñ warni ; gwir e chomas kement-se en Europa ar C'hornaoueg goude diskar an impalaeriezh, pa renas ar Veroveed hag ar Garolingidi war o lerc'h.
Holl renkadoù ar gevredigezh a yae da hemolc'hiñ. Pa rae an dud a renk izel evit o boued, re ar renkoù uhelañ er grae evit dudiañ o amzer, evit an darempredoù kevredigezel, evit embreger hag evit diskouez o dere.
Pa 'z eas impaleriezh ar Garolingidi da get e paotas an aotrouien lec'hel. Buan e virjont tiriadoù ec'hon — koadeier peurliesañ — ma veze diwallet loened gouez dindan gward evit an hemolc'h hepken. An dud izel n'o deveze ket gwir d'en ober, ha kastizet garv e veze ar vigrierien ; ret e oa dezho neuze hemolc'hiñ loened bihan en diavaez d'an tiriadoù berzet.
E dibenn ar Grennamzer e veze c'hoazh hemolc'het war varc'h gant armoù-tenn : lazhet e veze al loened a-bell dre arbalastr, goaf, gwareg, pe tapet ar jiber dre drapoù kent o lazhañ a-daolioù goustilh pe gleze.
Kentañ testeni eus an doare da chaseal er Grennamzer e voe un dornskrid anvet Livre de Chasse savet etre 1387 ha 1389 gant an hemolc'her meur Gaston III de Foix-Béarn (1331-1391), lesanvet Gaston Fébus / Phœbus.
A-feur ma veze dibabet ar gouennoù kon dre o barregezh en hemolc'h, ha lakaet barrekoc'h-barrekañ da hemolc'hiñ ar spesad-mañ-spesad, e voe dilezet an armoù-tenn tamm-ha-tamm ha lezet ar c'hon arbennikaet da hemolc'hiñ dre o bondoug, o mus hag o fleustradur betek ma vije diviet al loen gouez ; neuze e veze lazhet gant un taol goustilh pe gouzifiad, evel ma vez graet hiziv c'hoazh. Er XVvet kantved dija e veze kemennet pazennoù an abadennoù gant sonioù ar c'horn-hemolc'h.
E Bro-C'hall, ar roue François Ier a embannas e 1526 ur skrid hag a reolie an hemolc'h hag an noble déduit, da lavaret eo an "dudi nobl", ar gwenaerezh meur ; « Tad ar gwenaerezh » a vez graet anezhañ e metoù ar gwenaerezh abaoe ma voe moullet al lesanv-se gant Jacques du Fouilloux (1519-1580) en e levr La Venerie e 1561.
Gant red an amzer e kreskas geriaoueg ar gwenaerezh, betek bout resis-tre e kement tachenn hag a denn d'an hemolc'h : deskrivet dre ar munud ha termenet e vez korf pep loen e pep oad, emzalc'h pep gouenn kon e-kerzh un hemolc'hadenn ha pep pazenn en hemolc'h e-unan. Ken abred hag ar XIVvet kantved e voe diouzh ar c'hiz e metoù an uhelidi gouzout ar c'heriaoueg, koulz e Bro-C'hall hag e Bro-Saoz. Pelloc'h, da vare an Azginivelezh, e voe brasaet ha resisaet ar c'heriaoueg a-galz.
Ar c'heriaoueg puilh-se a implijer hiziv c'hoazh e Bro-C'hall, hag un darn anezhi zo tremenet er yezh pemdez : à cor et à cri, c'est la curée, donner le change, être aux abois, marcher sur les brisées de quelqu'un, sonner l'hallali, hag all.
En XVIIIvet kantved, ar Saozon a gasas ar gwenaerezh da Amerika a-gevret gant kezeg ha lern Europa (Vulpes vulpes).
HarnezAozañ
Er gwenaerezh veur e ranker marc'hegañ evit heuliañ ar c'hon, en abeg da dizh ar jiber a hemolc'her. Kon arbennikaet a ranker kaout, evel-just, hag ur c'horn-hemolc'h evit kemenn a-zivout argerzh an abadenn. Berzet eo an armoù-tan.
KezegAozañ
Forzh pe varc'h pe gazeg a c'hall bout mat evit ar gwenaerezh, gant ma vo sioul, nerzhek ha kalet ouzh a strivoù goulennet gant hirder an hemolc'h, betek 50 km war forzh pe dachenn ha dindan forzh pe amzer, hep gouzout pegoulz e tistroio d'ar marc'hosi.
Ret eo boazañ al loen ouzh ar c'hon, ar c'harbedoù hag ouzh trouzioù dic'hortoz ar c'hoadegi.
Er Rouantelezh-Unanet ez eus bet krouet kezeg arbennig anvet Hunters ("hemolc'herien") dre barañ kezeg gwad ha hanterwad ; en Iwerzhon ez eus bet graet heñvel gant kezeg gwad ha kezeg-tenn (draughts).
En hengoun gall ez eur chomet gant al loened a oa : gwad, hanterwad, angl-hag-arab ha troterien ; dre bleustradur hepken e teuont da vout arbennik.
Kon-urzhAozañ
Diforc'hañ a reer etre ar c'hon evit ar gwenaerezh meur, a vez heuliet war varc'h, evel ar ouenn Grand anglo-français tricolore, ha re ar gwenaerezh bihan evel ar Beagle.
Etre 20 ha 100 ki a vez en ur bagad ; lod a vez miret fresk (chiens de relais) evit eilañ ouzh ar re skuizh. Pep hini zo soliusaet (créancé) evit hemolc'hiñ a-vagadoù ur spesad loened hepken (demm, gad, hoc'h-gouez, karv, lapin, louarn pe yourc'h) rak gwenn e vije pep hemolc'h mar bije lakaet da redek meur a loen en un abadenn, pe da hemolc'hiñ en e unan.
Dre ar parañ hag ar pleustriñ e teu ar wenaerien a-benn da zibab gouennoù, ha hiniennoù a-douez gouenn pe ouenn, evit tanavder o mus hag evit o framm, o zizh, o c'haleter, o harzh (gorge).
Lod kon zo arbennik war an diboufañ ul loen gloazet, evit berraat e boanioù.
- Un nebeud gouennoù kon-urzh
Korn-hemolc'hAozañ
E Bro-C'hall hepken hag abaoe 1723 e vez ambrouget an hemolc'herien gant sonioù (fanfares) ar c'horn-hemolc'h evit ma c'hellfe ar wenaerien kehentiñ etrezo ha gant ar c'hon.
Gant ar mestr-gwenaer ha markiz Marc-Antoine de Dampierre (1676-1756) e voe ijinet e 1722 ar c'horn-hemolc'h a anavezer hiziv ; ar benveg nevez-se a voe degemeret e Gwenaerezh ar roue Louis XV. Tremen 4 000 fanfare a voe skrivet gant markiz Dampierre ; en e raok avat e oa bet savet div son gant André Danican Philidor, alias Philidor l'Aîné (1652-1730), pennsoner ar roue Louis XIV : Retraite prise (1705)[2] ha La Sourcillade (1708)[3].
Deskrivañ dibun an hemolc'h eo perzh ar c'horn : sonioù zo bet skrivet evit embann kement degouezh (circonstance), evel an débuché pa guita al loen goudor ar c'hoadeier da vont war ar gompezenn.
Arabat eo droukveskañ korn-hemolc'h ar gwenaerezh ha hini ar sonerezh milourel :
- e Re e vez kentonet hini ar gwenaerezh dre he hirder (4,545 m) ; e 6/8 e vez an darn vuiañ eus ar sonioù ;
- e Mi bouc'h (Mi♭) pe Si bouc'h (Si♭) e vez kentonet hini ar soudarded, dre ur stirell diabarzh ; tonioù-bale 2/4 ha 4/4 a soner peurliesañ.
Ar c'horn-hemolc'h d'Orléans eo an hini a soner hiziv peurliesañ ; deveret eo diwar an Dauphine hag a zeue eus an Dampiere.
Anv | Hirder | Punadur |
---|---|---|
Dampierre (1723) | 4,545 m | 1 dro ½ |
Dauphine (1729) | 4,545 m | 2 dro ½ |
D'Orléans (1817 & 1831) | 4,545 m | 3 zro ½ |
DibunAozañ
Digemm pe dost eo chomet ar gwenaerezh abaoe ma voe doñvaet ar c'hezeg, peogwir eo chomet digemm doareoù ar c'hon ha re ar spesadoù hemolc'het.
Diwar-benn dibun un abadenn gwenaerezh meur e lennor amañ da-heul.
Emgav a vez, beure abred, war tiriad un akipaj ; darev emañ an "nozelennoù" (boutons), da lavaret eo izili un akipaj p'o devez ar gwir da zougen e unwisk goude bout skodennet. Heulierien (suiveurs) a vez degemeret ivez, pa c'hall forzh piv ambroug un hemolc'h evit netra ; war droad, war varc'h, war varc'h-houarn e heulier un hemolc'h. Berzet-groñs eo d'an nozelennoù ha d'an heulierien degas armoù-tan.
An "dihun" (réveil ) a vez sonet gant ar c'horn. A-hed an devezh e pado an hemolc'h war-lerc'h ul loen hepken er gwenaerezh meur, ha peurliesañ e teuio hennezh a-benn da virout e vuhez dre guitaat tiriad an akipaj, pe dre vont tre en ur goadeg arall, pe dre "widreoù" (ruses) all ; e gwenn e vez tremen 30% eus an hemolc'hadennoù.
Kerkent ha sonet an dihun e vez kaset ar "gwadkon" (limiers), dalc'het gant ar roll gant "mevelien gon" (valets de chiens), da glask ha kavout ul loen gouez kent e "jaujañ" (jauger) hag e zigenvezañ.
Sevenet kefridi ar gwadkon e tistroont gant o c'haserien da lec'h an emgav, ma tanevell ar vevelien gon stad ar jiber.
Da neuze e soner al "loc'hañ" (départ ) ; war varc'h e ya ar wenaerien war-lerc'h ar "c'hon-urzh" (chiens d'ordre), hag a zo kon-red karget gant hemolc'hiñ al loen betek ma vo diviet ; krog eo an "diboufañ" (traque).
Pa vez kavet al loen e klever ar c'horn o seniñ ar "gwel" (vue) hag ar mestr-gwenaer o huchal « Taio ! » (Taïaut !)[4],[5] ; setu krog an hemolc'h da vat.
Kenlabour a vez etre an dud hag ar c'hon-urzh, an eil o heñchañ ar re all — an dud dre o anaoudegezh eus an dachenn, ar c'hon dre o mus.
Ret eo d'al loen tec'hel kuit : emañ "lañset" (lancé). Klask a ra neuze mirout e vuhez, ar pezh a ra dre meur a widre :
- "hentoù doubl" (doubles voies) pa zistro war e c'hiz kent kemer un hent all evit luziañ mus ar c'hon : daou roud c'hwezh (sentiment) a gavont, ar pezh a lez amzer d'al loen da lañsiñ warno ;
- "karbac'h" (hourvari) pa zistro da benn-kentañ an diboufañ evit kenluziañ ar c'hon adarre ;
- "kemm" (change) p'en em lakaat e-touez hiniennoù eus e spesad evit kenluziañ mus ar c'hon c'hoazh ; ne vez ket sonet ar c'hemm, kuit a lakaat evezh er jiber hag a drubuilhañ ar c'hon-urzh ;
- "lañsiñ war" (forlonger) pa gemer kement a lañs war ar c'hon ma kollont roud e c'hwezh ;
- "tremen dour" (passage d'eau) pa dreuz ur red pe ul ledennad dour evit troc'hañ roud e c'hwezh ; kemennet e vez kement-se gant ar c'horn o seniñ ar Bat-l'eau .
Eurvezhioù-pad e kendalc'h ar c'hoari toull-kuzh-se betek diwezh an hemolc'h, gant tri disorc'h :
- serr-noz eo, re ziwezhat eo evit tapout al loen, gwenn eo an abadenn ;
- tec'het eo al loen kuit da vat, gwenn eo an abadenn ivez ;
- tizhet eo bet al loen, talañ a ra ouzh an hemolc'herien pe diviet eo gant an hemolc'h : sonet e vez an "hualao war droad" (hallali sur pied) ; da neuze hepken e klever harzhoù (abois) ar c'hon-urzh, rak "garmiñ" (crier) a reont a-hed an hemolc'h.
"Servijout" (servir) al loen a reer neuze, da lavaret eo en e beurlazher : gant dent ar c'hon e kav e varv, pe gant lavnenn ur gwenaer anvet "piker" (piqueux) ; an "hualao war zouar" (hallali sur terre) a soner neuze.
Goude servijet al loen en e zispenner hag e roer an tammoù gwellañ da izili an akipaj. An tammoù dister a lakaer war an "doubier" (nappe), da lavaret eo kroc'hen al loen, hag e soner ar "c'hourailhoù" (curée) evit m'o defe ar c'hon o gopr.
E-pad ma fest ar c'hon e soner meur a fanfare :
- re an darvoudoù pennañ a zo bet e-kerzh an hemolc'hadenn ;
- unan en enor d'al loen marv ;
- an Enorioù (Honneurs) da geñver "lidoù en troad" (honneurs du pied) : goude an hualao e tegas ar piker troad a-raok dehoù al loen d'an den a fell da vestr an akipaj enoriñ ;
- son an akipaj, Le Bonsoir breton da skouer ;
- sonioù akipajoù ar gouvidi ;
- kimiad ar vistri hag ar bikerien.
Ar gwenaerezh er bedAozañ
Aotreet eo ar gwenaerezh en Aostralia, e Bro-C'hall, en Italia, en Iwerzhon, e Kanada, e Portugal, e Stadoù-Unanet Amerika hag e Zeland-Nevez.
Berzet eo en Alamagn (1936), e Belgia (1995) hag er Rouantelezh-Unanet (2005)[6],[7]
Ar gwenaerezh en arzoùAozañ
LennegezhAozañ
Er bloavezhioù 1930 e voe daou romant ma teskriver abadennoù gwenaerezh : e 1934 en A Handful of Dust ar romantour saoz Evelyn Waugh (1903-1966)[8] hag e 1938 e La dernière harde gant Maurice Genevoix (1890-1980)[9]
Ar romantour gall Théodore de Foudras (1800-1872) en deus skrivet 13 levr diwar-benn ar gwenaerezh, an hini brudetañ o vout Les gentishommes chasseurs[10].
KizellerezhAozañ
Ar c'hon fresk
Camille Gâté
(1856-1900)
LivouriezhAozañ
Caccia notturna – Paolo Urcello
c. 1473La chasse au chevreuil
Jean-Baptiste Oudry
1725Cerf aux abois
Alexandre-François Desportes
1729Marie-Antoinette
chassant à courre
Louis-Auguste Brun
1783
Napoleon Iañ oc'h hemolc'hiñ
Carle Vernet
1811Abadenn gwenaerezh
Évariste-Vital Luminais
c. 1860Abadenn gwenaerezh
Gabriel van Dievoet
c. 1900Scène de chasse
René Princeteau
1914
SonerezhAozañ
Ouzhpenn ar sonioù korn-hemolc'h bet savet evit an hemolc'h end-eeun ez eus bet meur a oberenn levezonet gant ar gwenaerezh, an hini vrudetañ o vout ar Messe de Saint Hubert[11] savet gant Tyndare-Gruyer e 1883 — nes komz eus La Paimpolaise, "pennoberenn" Théodore Botrel (1868-1925), hag a zo ur fanfare e gwirionez[12].
LevrlennadurAozañ
- (fr) FEBUS, Gaston : Livre de Chasse (1387-1389), Paris, Bibliothèque de l'Image, 2003 (ISBN 978-2-91466-103-4)
- (fr) DU FOUILLOUX, Iaques : La Venerie, Poitiers, de Marnefz & Bouchetz frères, 1561 – Lenn en-linenn.
- (fr) DE SALNOVE, Robert : La Venerie Royale - Divisée en Quatre Parties (1665), Kessinger Publishing, 2010 (ISBN 978-1-16633-392-8)
- (fr) D'YAUVILLE, Jacques : Traité de Vénerie (1788), Hachette Livre BNF, 2016 (ISBN 978-2-01448-058-0)
- (fr) BELLIER DE VILLIERS, A. C. E. : Le chien au chenil (1870), Paris, Pairault & Cie
- (fr) BELLIER DE VILLIERS, A. C. E. : Les déduits de la chasse du chevreuil (1870), Paris, Victor Goupy
- (fr) BELLIER DE VILLIERS, A. C. E. : Éducation du chien d'arrêt (1881), Hachette Livre BNF, 2017 (ISBN 978-2-01407-611-0)
- (fr) LE COUTEULX DE CANTELEU, Jean-Emmanuel : Manuel de vénerie française, Paris, Hachette, 1890. (ISBN 978-2-85704-654-7)
- (fr) AMBELAIN, Robert : Symbolisme et rituel de la chasse à courre, Paris, Robert Laffont, 1981 (ASIN 2221006879)
- (fr) SALVADORI, Philippe : La Chasse sous l'Ancien Régime, Paris, Fayard, 1996 (ISBN 978-2-213-59728-7)
- (fr) PINÇON Michel & PINÇON-CHARLOT, Monique : La Chasse à courre, ses rites et ses enjeux, Paris, Payot, 2003 (ISBN 978-2-228-89749-5)
- (fr) ANAYA-GAUTIER, Céline : Chasse à courre - À la croisée des mondes, Paris, Flammarion, 2018 (ISBN 978-2-08144-202-3)
Liammoù diavaezAozañ
|
NotennoùAozañ
- ↑ A skrivervènerie ivez abaoe 1990, dre lezenn.
- ↑ Sonet e dibenn an hemolc'h, mard eo bet tapet al loen ; ar retraite manquée a vez sonet mard eo chomet gant e vuhez.
- ↑ Adanvet la Vue diwezhatoc'h, a vez sonet kentañ gwech ma wel an dud al loen, goude m'eo bet gwelet gant ar c'hon.
- ↑ Un drouzadell eo, a skriver Tayaut ivez (1661; Taho e oa circa 1300.
- ↑ Vloo a hucher pa weler un hoc'h-gouez, hervez Bellier de Villiers.
- ↑ (fr) Huffpost, 29 HER 17
- ↑ Gwenaerezh a vez c'hoazh er Rouantelezh-Unanet, evel m'en diskouez meur a restr e Wikimedia Commons.
- ↑ (en) WAUGH, EvelynA Handful of Dust, Penguin Books, 2018 (ISBN 978-0-241-34110-0) ; (fr) Une poignée de cendres, Robert Laffont, 2018 (ISBN 978-2-22121-604-0)
- ↑ (fr) GENEVOIX, MauriceLa dernière harde, Éditions de Montbel, 2018 (ISBN 978-2-35653-120-9)
- ↑ (fr) FOUDRAS, Théodore de : Les gentishommes chasseurs (1848), Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-0-484-29511-6)
- ↑ Sant paeron an hemolc'herien eo Hubert de Liège (c. 657-727).
- ↑ Eugène Feautrier (1849-1898) a glotadas ar son e 1896.