Ar bouc'h, par ar c'havr, zo ur bronneg geotdebrer ha daskirier eus kerentiad ar Bovidae, hag eus iskerentiad ar c'haprinae. Arabat eo e gemmeskañ gant ar maout

Perzhioù kemmañ

Pennad pennañ: Gavr

Anavezet e vez dre gerniel, dezhe stumm ul lourenn a-wezhioù, ur bouchig barv dindan ar genoù ha dre e c'hwezh kreñv, da vare ar rut dreist-holl. Dont a ra ar c'hwezh-se eus trenkennoù druz (evel an drenkenn 4-ethyl-octanoek, -dekanoek, -dodekanoek, -tetradekanoek) hag eus feromonoù zo (an aldehid 4-ethyloctanel). Produet e vez ar feromonoù-se gant kroc'hen penn ar bouc'h ha broudañ a ra labour vierezoù ar parezed dre hanterouriezh an hormon GnRH[1].

Bouc'hed gouennoù Bro-Suis ha Lec'hlenn a grog da rutañ en diskar-amzer pa cheñch kelc'hiad termek ar parezed. Re ar gouennoù a vev e-kichen gouriz ar bed zo gouest d'en em barañ forzh pegoulz. Pa vezont e rut e tebront nebeutoc'h ha sorc'hennet e vezont gant ar parezed[2]. Ur bouc'h e rut a droñs e vuzell uhelañ hag a staot war e bavioù a-raok ha war e vouchig hag e benn pa c'hwesh ur barez hemolc'h[3][4]. N'en em baro ket ar barez gant ur mal bouc'h dic'hwezh[2].

Bouc'hed ar gouennoù brasañ evel ar Boered a c'hall bezañ 140 kilo enne[5]. Pa laezh ar parezed o menned, ar bouc'hed a garg ar re a dosta ha tagañ a reont an dud muioc'h evit na ra ar meot[6].


Kredennoù kemmañ

 
Pan o teskiñ seniñ al fleütenn da Zafnis, eilenn roman diwar un delwenn c'hresian eus Heliodoros Rodos (IIIde-IIvet kantved), Dastumad Farnèse, Mirdi arkeologel broadel Naplez.

Mitologiezh kemmañ

E gwengelouriezh Hellaz, Pan, doue an Natur, gwarezer ar vaeserien hag an tropelladoù a vez taolennet alies evel ur boud hanter den hag hanter bouc'h, evel ar satired. Ouzhpenn e fleütenn ez eo brudet evit e gerniel hag e pavrioù bouc'h

Er wengelouriezh lec'hlennat, Tanngrisnir ha Tanngnjóstr eo anv an daou vouc'h a stlej karr Thor. Pa zeu naon d'an doue e laka anezhe da rostañ ha pa fell dezhañ mont e lev adarre n'en dez nemet bennigañ anezhe d'ober evit ma teufent en-dro bev ha yac'h. Gwa d'ar re o defe brewet o eskern, evel Thjálfi ha Roskva e-keit-se.

E mitologiezh Euskadi, Aker pe Akerbeltz zo un doue drougoberiant ha dindandouar damheñvel ouzh ur bouc'h. Krediñ a raed en doa ar galloud da wareziñ ar chatal. Gant ar gristeniezh eo deuet Aker da vezañ ur stumm eus an diaoul. En em vodañ a ra ar sabad en Akelarre (lann ar bouc'h).

Evel Arouez kemmañ

 
El aquelarre, gant Francisco Goya, e 1823.

Brudet eo er mojennoù kristen evel arouez an diaoul. Liammet eo gant an diaoul ivez e lidoù ar sorserezh hag en o skeudennadur evel Le Sabbat des sorcières ou Le Grand Bouc de Francisco de Goya.


Notennoù kemmañ

  1. Ken Murata, Shigeyuki Tamogami, Masamichi Itou, Yasutaka Ohkubo, Yoshihiro Wakabayashi, Hidenori Watanabe, Hiroaki Okamura, Yukari Takeuchi et Yuji Mori, "Identification of an Olfactory Signal Molecule that Activates the Central Regulator of Reproduction in Goats", Current Biology, levrenn 24, Nnn 6, , 17 a viz Meurzh 2014, pp.681–686
  2. 2,0 ha2,1 Mary C. Smith|auteur2=David M. Sherman|titre=Goat Medicine|éditeur=John Wiley & Sons|date=16 novembre 2011|isbn=978-1-119-94952-7|lire en ligne=https://books.google.com/books?id=RJS9NEpYnd8C&printsec=frontcover}}
  3. C. Fabre-Nys, "Le comportement sexuel des caprins : contrôle hormonal et facteurs sociaux", INRA, Productions Animales, Nnn 13 (1), miz C'hwevrer 2000, p. 12b.
  4. D. M. Shackleton ha C. C. Shank, "A Review of the Social Behavior of Feral and Wild Sheep and Goats", Journal of Animal Science, Nnn 58-2, 1984, pp.500-509
  5. R. E. Taylor, T. G. Field, Growth and Development. Scientific Farm Animal Production, an Introduction to Animal Science, Upper Saddle River, 1999, pp. 321-324
  6. M. E. Fowler, Restraint and Handling of Wild and Domestic Animals, Witley-Blackwell, 2008, p. 160