Gwengelouriezh lec'hlennat
Ar wengelouriezh lec'hlennat, pe ar vitologiezh norsek, a zo skourr anavetañ ar wengelouriezh c'herman. Hiziv eo dalc'het ar menozh e oa damhañvel rummad doueed an daou sevenadur daoust ma emdreas anvioù ha gwengeloù a bep tiriad bep ma tremene an amzer.
Iskevrennad eus | mitologiezh c'hermanek |
---|---|
Rann eus | mitologiezh c'hermanek, Norse lore |
Ne veze ket gwelet ar gwengeloù evel ar Bibl er gristeniezh, ne veze ket heuliet evel un doazhadur. Alato e oa bet savet ur seurt relijion norzhek gant pobl ar c'houlz-se, gant lidoù reizhet gant belegezed anvet vǫlur. Ne ouzer ket penaos e oa imlijet ar gwengeloù gant ar relijion evit gwir.
Kalzig a elfennoù dre skrid a chom diwarnañ betek hiziv. Ar roudoù anatañ lezet gant ar c'hermanek a zo ar vein runel. Met an titouroù resis a-zivout ar pobloù-se e oa bet skrivet gant ar romaned ha diwezhatoc'h gant ar c'hristened. Na a-orin na neptu eo ar c'heloù-mañ, disteraet e oa relijion an enebour ganto evit lezennekat o obererezhioù.
Meur a wengel a vez anvet saga. Hag ul lodenn vras anezhe a c'hall bet kavet en Eddaoù (an Edda e komz-plaen, hag an Edda e gwerzennoù)
En 'Edda e komz-plaen' ha Saga an Ynglingar skrivet gant Snorri Sturluson e vez adkavet barzhonegoù eus an 'Edda e gwerzennoù'. Snorri a savas ur c'heneliezh hag ur fin eus an amzerioù gant ar varzhoneg Voluspa ('Kan ar vǫlur'). Hervez lod eus ar ouizieged e voe adkemeret gant Snorri ar mennozhioù-se diwar an daou levr kristen: Genesis hag Apocalypsis Ioannis. Ragnarok eo an anv implijet evit taolennañ fin an amzer.
Er wengelouriezh lec'hlennat e aozet an hollved hervez ur wezenn ramzel, ar wezenn-ved, anvet Yggdrasil, lies a ved a zo ennañ, en o-zouez e astenn Midgard (bed ar Mibien-den), Asgard (bed an Aesed), pe Muspelheim ivez (bed an tan), ha c'hwec'h bed all.