Thor (Þórr en norseg), ivez Barul, DetOx, Grungi, Badh-Pou-Ssyn, Donner, Donar, eo anv doue ar c'hurun, ruz e vlev hag e varv, er broioù german, e Lec'hlenn a-raok mare ar gristeniezh.

MojennoùAozañ

Hervez ar mojennoù german eo mab da Odin, a oa mab da enkorfadur an douar, Jord. Pried eo da Sif ha tad da Modi (ar fulor) ha da Thrúd (an nerzh).
Hervez un doare all eo tad Magni (an nerzh), gant ar ramzez Járnsaxa (a zo kement ha Sif hervez Snorri Sturluson).

E danevell ar Ragnarök en em gann Thor ouzh Jörmungand, ar Sarpant-Bed, mab da Loki. Mervel a ra ar Sarpant. Met kontammet eo Thor, ne ra nemet nav c'hammed war-raok ha mervel ivez.

Pennadoù karAozañ

  Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia  
Odin | Thor | Baldr | Niord | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Nethus | Freya | Idunn