Baldur
(Adkaset eus Baldr)
Baldur (Baldr en norseg) eo anv un doue germanek hag un Az e-touez an doueed vrudetañ. Mab Odin ha Frigg, gwaz Nanna ha dad Forseti. Emañ e chom en e balez anvet Breidablik.
Mojennoù
kemmañBaldur eo doue al luc'h. N'eus ket doueed splannoc'h evitañ. E furnez hag e helavar a vez barnet uhelañ e-touez an Azed.
Met un deiz e voe lazhet gant goaf Höd, sturiet gant skoazell Loki ar foll. Ur reuzeudigezh spontus a zeuas da gouezhañ war an Azed rak ar perzh-se a arouezas deroù diskar ar bed. A-zrebi ar poent-se e washaas an traoù betek deiz Ragnarök.
Levrlennadur
kemmañ- de Vries, Jan (1962). Altnordisches Etymologisches Worterbuch, 1977, Brill. ISBN 978-9004054363.
- Orel, Vladimir E. (2003). A Handbook of Germanic Etymology (in en). Brill. ISBN 978-9004128750.
- Simek, Rudolf (1996). Dictionary of Northern Mythology (in en). D.S. Brewer. ISBN 978-0859915137.
Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia | ||
---|---|---|
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn |