Ensavadur Árni Magnússon

An Ensavadur Árni Magnússon (Stofnun Árna Magnússonar en islandeg) zo un aozadur e Reykjavík, kêrbenn Enez ar Skorn, ma vez gwarezet an dornskridoù islandek kozh, hag en o zouez al Landnámabók (Levr an Trevadennañ en Enez ar Skorn), an Heimskringla hag ar meurzanevelloù anvet saga .

Pa voe roet hec'h emrenerezh da Enez ar Skorn en 1904 gant Danmark e voe goulennet gant Breujoù an enezenn, (Alþing) digant Danmark daskor dezho an dornskridoù dastumet gant al lenneg Árni Magnússon. En 1927, 23 bloaz goude e voe daskoret un toulladig, ha bodet en un ensavadur anvet « Handritastofnun Íslands », Ensavadur Dornskridoù Island.
En 1972, daskoret an holl zornskridoù, e voe kemmet an anv e « Stofnun Árni Magnússonar á Íslandi », 'Ensavadur Árni Magnússon en Island, anavezet ivez evel « Árnastofnun ». Distag eo diouzh skol-veur Island met kenlabourat a ra ganti.

Men emañ

kemmañ

Annezet eo er savadur Árnagarður, war dachenn skol-veur Island e Reykjavík.

Dornskridoù

kemmañ

Sed o anvioù

Liammoù diavaez

kemmañ