Heimskringla (distaget en islandeg: ​[ˈheimsˌkʰriŋla]) eo ar saga anavezetañ e-touesk sagaoù ar rouaned. Skrivet eo bet e norseg en Island gant ar barzh hag istorour Snorri Sturluson (1178/79–1241) war-dro 1230. Heimskringla a voe graet anezhi a-c'houde ar 17vet kantved, dre ma voe tennet an daou c'her kentañ eus an dornskrid (kringla heimsins, "kelc'h ar bed").

Heimskringla zo un dastumad sagaoù a-zivout mac'htierned svedat pe norvegian, adalek saga an Ynglings, un dierniezh svedat, heuliet gant istorioù ar rouaned istorel eus Harald ar Melegan en IXvet kantved betek marv Eystein Meyla e 1177. Dizemglev a chom e-keñver mammennoù an oberenn, mes kavout a reer ivez sagaoù koshoc'h evel Morkinskinna, Fagrskinna hag hengounoù dre-gomz eus an XIIvet kantved, barzhonegoù skald evit ar braz anezhe. Evit darvoudoù an XIIvet kantved e oa bet tennet an titouroù gant Snorri eus dielfennadur un oberenn koshoc'h anvet Hryggjarstykki.

Levrlennadur kemmañ