Ragnarök
Ar Ragnarök (en norseg moarvat kement ha Planedenn an doueed) zo un heuliad darvoudoù e mojennoù Skandinavia. Danevellet eo en Edda e komz-plaen gant Snorri Sturlusson
Kregiñ a ray Ragnarök gant tri goañvezhiad erc'h hep hañv etreze. Heuliet e vint gant brezelioù, krenoù-douar, ha barroù-reverzhi. Digeriñ a ray bolz an neñv ha mibien Muspell a dremeno drezañ war varc'h da zistrujañ pep tra. Klask a raint antren en Asgard met terriñ a raio Bifrost (kevrenn 55). Heimdall a c'hwezo en e gorn-boud, Gjöll, ha mont a ray an Æsir hag an Einherjared d'an emgann. Mervel a raio neuze ar pep brasañ eus an doueed ha distrujet e vo Asgard. Skrivañ a ra Snorri : "Du e teuio an heol da vezañ, gouelediñ a raio an Douar er mor, ha dianadiñ a raio ar stered skedus diouzh an oabl ;...." (kevrenn 56).
Goude-se e savo an Douar diouzh ar mor adarre, bravoc'h evit kent, hag e lec'h ma oa Asgard kent en em vodo an nemorant eus an Æsir da gomz ha da c'hoari echedoù a-hed an deiz gant pezhioù echedoù aour an Æsir kozh, kavet gante e-mesk ar geot (kevrenn 58).
Adpoblet e vo an Douar gant daou zen chomet kuzhet er wezenn Yggdrasil (pe e koadoù Hoddmimis Holt) a-hed an darvoudoù, ha maget diwar glizh.
Planedenn Odin ha Thor
kemmañOdin, roue an doueed, a vo lazhet gant Fenrir, ar bleiz ramzel (lazhet d'e dro gant Vidar).
Thor a lazho an naer vras Jörmungandr gant e vorzhol Mjölnir met mervel a raio nebeut goude diwar e c'houlioù binimet.