Relijion norzhek

(Adkaset eus Relijion norzh)

Relijion gozh Norzheuropa, paganiezh Norzheuropa, a reer eus ur skourr eus ar baganiezh c'herman. Kreskiñ a reas er marevezh ma veze komzet kentnorseg, ha ma voe distaget Germaned an Norzh diouzh ar pobloù german all. Ha kendelc'her a reas betek fin ar Grennamzer gant ar gristenidigezh.
Meur a gelenner en deus adsavet neuzoù ar Baganiezh norzhek war-bouez studioù yezhoniel, henoniel, lec'hanvadurel ha skridoù graet gant al Lec'hlenniz, da skouer an engravadennoù runek, pe an Eddaoù. Ar vitologiezh norzhek zo diazezet war ar relijion-se.

Liesdoueegel eo. Dispartiet e oa an doueelezhed etre daou rummad, an Æsir hag ar Vanir. Ur brezel a oa entrezo betek ma komprenjont e oant ken galloudus an eil hag egile. Ar re vrudetañ a oa Odin ha Thor. Meur a ouenn liesseurt zo meneget, en o zouez ramzed, korrred, elfed, speredoù an douar (Landvættir) hag all. Ar hollved-mañ zo frammet diouzh Gwez ar Bed, Yggdrasil el lec'h m'emañ Midgard, bed an denion etre bedoù all. Pep hini zo melestret gant un doueegezh dibar.

Dre gomz e veze treuzkaset ar relijion norzhek hag en em gengreize war pleustrerezhoù lidel. Rouaned ha renerien o doa ur perzh pennañ pa veze graet aberzhoù boutin. Lec'hioù liesseurt a veze implijet evit an azeulerezhioù. Da gentañ e veze graet en diavaez e killioù, lennoù, met a-zrebi an IIIe kantved e voe savet tiez gouestlet evit lidoù hepken hogen ne oant ket skignet-tre. Er c'hevredigezhioù norzhek kozh e oa pleustrerien ar Seiðr, un arz lidel taolet evel ur stumm tost d'ar chamanerezh. Lidoù liesseurt evit an Anaon a veze savet, en o zouesk beziadurioù ha devadurioù. Ambrouget e vezent gant profoù a bep seurt.

A-hed an amzer e levezonas sevenadur o amezeien ar Samied hag ar Finned, hogen e-kerzh an XIIvet kantved e vervas ar relijion norzhek abalamour d'ar gristeniezh.

A-zrebi fin ar XXvet kantved e vez klasket adsevel ar relijion dre luskadoù pagan arnevez evel Asetro.