Dafnis (barzh)
Dafnis (Δάφνις e gregach, eus δάφνη - dafne, "lore"), mab da Hermes ha d'un nimfenn a Sikilia, a oa ur mesaer ha fleüter ha tad ar varzhoniezh e mojennoù Hellaz kozh, lakaet da zoue.
Mojenn
kemmañHervez ar vojenn e oa ganet demdost da Assoro, ur gêriadenn e proviñs Enna, e Sikilia. An doue Pan, a oa sot gantañ, an hini a zeskas dezhañ seniñ fleüt. Gwarezet e oa gant ar Muzezed a roas dezhañ karantez ouzh ar varzhoniezh. Ar c'hentañ barzh a savas bugulganoù e oa a-hervez. A-raok dezhañ ne oa nemet gouezidi eus ar vesaerien, hag eñ eo a roas dezho ar varzhoniezh, a ouezas o sevenaat, o c'helennas diwar-benn an doueed.
Karet e oa gant un naiadenn (pe Ec'henais pe Nomia) met ne voe ket feal dezhi. Evit en em zialañ e troas ar paotr e maen, pe e tallas anezhañ, hervez doareoù ar vojenn.
Lennegezh
kemmañ- N'eo ket eus an doue, met eus ur mesaer yaouank, ez eus kaoz e romant Longos, anvet Dafnis ha Chloe.
- Meneget eo Dafnis e Bucolica Vergilius.
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Daphnis Encyclopedia Britannica
- (en) The Death of Daphnis Barzhoneg gant Theocritus.
- (fr) (la) Dafnis e Bucolica (Virgilius)