Vigell
(Adkaset eus Vierez)
Ar vigelloù pe vierezoù eo al lodennoù eus korf ar parezed a aoz ar vielloù hag an hormonoù. A bep tu d'ar mammoù emaint, kement ha div alamandezenn vras, etre gwenn ha roz.
Vigelloù ar bronnegedAozañ
Ar vigelloù zo ul lodenn eus ardivink-genel parezed ar mellkeineged.
Daou vigell o deus. Ha pep hini anezho en deus div garg:
- aozañ vielloù,
- ha krouiñ hormonoù,
Vigelloù ar parezed a zo heñveldraoù gant divgelloù, pe spergelloù ar pared.
Vigelloù ar merc'hedAozañ
En oad kaezour e krog buhez strujus ar maouezed. Neuze e teu a bep vigell ur viell dre bep maread 28 deiz (mareadoù viellañ). Ret e vez d'ar vielloù reuziñ un tamm lec'h evit mont e-barzh trompilhoù Falloppio ha mont war-bouez etrezek ar gouhin.