Trompilhoù Falloppio

Korzennoù ar grozh[1],[2], anvet trompilhoù Falloppio gwechall diwar anv ar mezeg italian Gabriele Falloppio (~1523-1562) o c'havas, zo ul lodenn eus benvegad engehentañ ar merc'hed.

Tres a-dal eus benvegad enhegentañ ar maouezed.

Div duellennig voan int, a gas ar vielloù eus div vigell ar bronnegezed d'ar mammog ; viellsanoù a lavarer anezho ivez(Daveoù a vank). Etre 7 ha 14 kantimetr eo o hed.

Enne e vez speriet ar vielloù a ziskenn neuze d'ar mammog. Pa chomont hep diskenn e vez komzet eus speriadenn e-maez ar mammog.

Serriñ an trompilhoù

kemmañ

Un ober a surjianerezh eo serridigezh an trompilhoù evit mirout ouzh ur vaouez a gaout bugale. A-wechoù ivez e vez tennet an trompilhoù war un dro gant ar vigelloù.

Notennoù

kemmañ