Ar sabad eo bodadeg ar sorserien da noz. Peurvuiañ e vez a-raok ur gouel kristen, hag en ul lec'h didud.

Goya, 1797-1798

Sabbat sorserezed

kemmañ

Da ziforc'hañ a zo etre Sabbat ar sorserezed ha Shabbat er yudevelezh.
Ar ger « shabbath » en hebraeg a dalvez ehanañ, diskuizhañ, nozvezh ar gwener betek ar sadorn, tremenet war-lec'h er gresianeg, hag el latin.

Evit Pierre-François Fournier, ar ger sabat a zo diveret eus "sabateis", bet implijet en ur varzhoneg « La Vengeance Raguidel », ur skrid moarvat eus deroù an XIIIvet kantved. Sabat en deus ar ster a reuz bras pe cholori, graet gant tud « ensabated » hag a zo bodadegoù sorserezed, e takad ar Vaudois (Alpoù ar su). Arveret eo bet ar ger evit termeniñ sektennoù e diavez d'ar gristeniezh.

Gwallvesket ez eus bet, a-ratozh kaer gant an tamallerien « ar sabbat sorserezed » ha « sabbat yuzev « , evit abegoù droukyoullek. Ar gristennien o vezañ sorc'hennet gant devez gouel sabbat, er relijion yuzev.

Ar meizad sabbat sorserezed a voe krouet e 1400-1430 er Valais.

Sallmann a lavaras evel-hen: « Bez e oa sorserezed ha sorserien, lakaat a raent war o c'horf ur meskaj kig bugale, aberzet dre lidoù yud, nijal a raent prim ha pel, en aer, war kezeg war loened pe war skubelennoù. En em vodañ a raent, e lec'hioù distro, perzh a gemerent e lidoù rennet gant an diaoul, heñvel ouzh ur bouc'h, karout a raent kement an diaoul ha pokat ouzh e doul revr. Dinac'h a raent ar feiz kristen, mac'hañ a raent skeudennoù kristen, echuiñ a rae an abadenn gant ur fouzhadeg dirollet. Ar sorserezed a fouzhe gant diaouled, hag ar sorserien gant an diaouled. Da heul e oa ur banvez, ma veze debret ar vugale bet lazhet en a-raok. »

Al lec'h a veze dibabet evit seveniñ ur sabbat sorserezed a oa ur frankizenn, ul lann, ul lec'h distro en noz, pe e-tal d'ur stivell pe ul lec'h en digenvez war ur run, ur roc'h pe ur bern mein, pe ul lec'h brudet er ragistor evel un daolvein pe c'hoazh ur wezenn veur en natur. Er XVIIvet kantved, Henry Boguet a reas meneg eus un dañs rond ar sabbat.

Lec'hioù brudet

kemmañ
 
Goya, 1819-1820

Lec'hioù zo a zo brudet da vezañ tachennoù labour pe emgav ar sorserezed: Ar C'hoad Du (Alamagn), ar Menez Moal (Pologn), Carignano (Italia), Kopastatö (Hungaria), Puy-de-Dôme (Bro-C'hall), Stonehenge (Bro-Saoz), Zugarramurdi en Euskal Herria.

El lennegezh

kemmañ

Er sinema

kemmañ

Er sonerezh

kemmañ