Fleüt Pan
Fleüt Pan zo ur benveg seniñ dre c'hwezhañ savet gant un hollad meur a duellenn pep a hirder disheñvel dezho, pep hini o reiñ un notenn disheñvel. Ur benveg sonerezh kozh-tre eo hag a gaver en holl gevandirioù. Savet e vezont gant korz peurliesañ : raoskl, bambouz...