Okapi


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Giraffidae
Genad : Okapia
Anv skiantel
Okapia johnstoni
Sclater, 1901
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An okapi (Okapia johnstoni) a zo ur bronneg daskirier hag a vev e koadeier trovanel kreiz Afrika (Republik demokratel Kongo). Emañ an okapi er c'herentiad Giraffidae, asambles gant ar jirafenn.

Deskrivadur

kemmañ

Tennañ a ra an okapi d'ur marc'h, gant ur c'horf 2.5 m a hirder hag 1.5 m ouzh an draen. Hir a-walc'h eo e c'houzoug e-keñver hini an daskirierien all hag e zivskouarn zo bras ha gwevn. Gell eo e vlevenn gant roudennoù gwenn war e bavioù hag e beñsoù. Aezet eo dezhañ kuzhat er struzh gant livaj e vlevenn. Kerniel zo war penn ar par. 15 cm int d'ar muiañ, goloet gant blev ha juntet ouzh an askorn tal, a-us d'ar poulloù-lagad. Koulz ar par hag ar barez o deus gwagrennoù etre-bizied en o favioù a-raok hag en o favioù a-dreñv. Evel ar jirafenn ec'h a an okapi d'an inkane, da lâret eo en ur sevel er memes koulz an daou bav eus an hevelep kostez.

Gouennañ

kemmañ

Bevañ a ra an okapi en e-unan, nemet da vare ar gouennañ. Goude un dougen hir (440 devezh) ec'h a ar barez da c'henel er goadeg stank. An hini bihan zo etre 14 ha 30 kg a bouez ennañ. Gouest eo da vont en e sav 30 munutenn goude e c'hanedigezh. E-pad an devezh kentañ ec'h a da heul e vamm ha sellet ouzh an endro. Goude se e kavont ul lec'h dereat evit mont da guzh ha sevel un neizh ma chom an hini yaouank an darn vrasañ eus e zaou viz kentañ. Pa vez direnket e chom an ebeul difiñv en neizh hag ar vamm a ziskouez un emzalc'h tagus a-benn difenn anezhañ diouzh an dañjer. Dizonet eo an hini yaouank da 6 miz. D'an oad a 1 bloaz e kresk kerniel ar par ha da 3 bloaz eo echu e gresk gant an okapi. Gallout a ra bevañ 30 vloaz er mirvaoù.

Oberiant eo an okapi diouzh an deiz. Klask a ra e voued a-hed ribinoù er goadeg. En em vagañ a ra diwar delioù, broñsoù ha kellidoù ouzhpenn 100 spesad plant disheñvel. E-touez ar plant-se ez eus meur a hini binimus d'an den. Gallout a ra debriñ ivez geot, frouezh, raden ha fungi. Bastañ a ra d'e ezhommoù a holen gant pri kavet e-kichen ar stêrioù hag ar froudoù.


 
Tiriad an okapi