Jirafenn
| |||
---|---|---|---|
G. c. angolensis
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Giraffidae | ||
Genad : | Giraffa | ||
Anv skiantel | |||
Giraffa camelopardalis Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar jirafenn (Giraffa camelopardalis) zo ur bronneg daskirier a vev en Afrika issahariat. Emañ ar jirafenned er c'herentiad Giraffidae, asambles gant an okapied.
Kavet e vez jirafenned eus kreisteiz ar Sahara betek Transvaal Suafrika). Aet int da get el lodenn vrasañ eus kornôg Afrika, estreget e Niger.
Bevañ a reont en un endro sec'h, en takadoù gant gwez kasia.
Deskrivadur
kemmañAr bronneg uhelañ eo war an Douar hiziv an deiz.
Ar par a c'hell bezañ betek 5.7 metr bras : 3.3 m ouzh an draen hag ur gouzoug 2.4 m. Ar barez zo 1 metr bihanoc'h well-wazh. Etre 1 ha 2 donenn a bouez zo enne.
Ar jirafenn nevez-c'hanet zo 2 m ouzh an draen ha war-dro 50 kg.
Liesseurt eo marelladur ar vlevenn, ha cheñch a ra gant pep isspesad. Servijout a ra d'al loen da guzhat en endroioù disheñvel.
Evel en darn vrasañ eus ar bronneged ez eus 7 mell ar gouzoug er jirafenn. Fin ha hir eo he lost, ur guchennad vlev du en e benn. Ober a ra gantañ evit skarzhañ kuit ar c'helien hag amprevaned all. Kerniel zo gant ar par koulz ha gant ar barez : re ar barez zo ur guchennad vlev en o beg ; re ar par zo moal rak kollet e vez ar bouchad blev en emgannoù.
Isspesadoù
kemmañ
|
Meur a isspesad zo, disheñvelaet dre o ziriad ha dre liv ha stumm marelloù o blevenn. |
Dazont ar jirafenned
kemmañKoaz zo ne vije ken a jirafenned a-benn ar bloaz 2100[1].