Melloù ar gouzoug (pe mellennoù ar gouzoug) a vez graet eus melloù uhelañ el livenn-gein. Emaint dindan ar c'hlopenn. Seizh mellenn ar gouzoug zo en den. Dibar eo an div gentañ : an atlas (pe mellenn varc'h) hag an aksis (pe mellenn ahel). Melloù bihanañ al livenn-gein eo melloù ar gouzoug.

7vet mellenn ar gouzoug

Gant hollad melloù ar gouzoug e vez douget ar penn hag e vez roet dezhañ e du da fiñval da zurc'haat organoù ar skiantoù.

El loened all kemmañ

Seizh mellenn ar gouzoug a gaver gant an darn vrasañ eus ar bronneged, al logod, koulz hag ar jirafenned. C'hwec'h zo gant an ejened-mor hag an ounaoued avat ha nav gant lezireged ar genad Bradypus. Peurliesañ ez eus muioc'h a velloù ar gouzoug en evned.