Francesco Petrarca
(Adkaset eus Petrarca)
Francesco Petrarca (bet saoznekaet en Petrarch ha gallekaet en Pétrarque), ganet en Arezzo, d'an 20 a viz Gouhere 1304, ha marvet en Arquà d'an 19 a viz Gouhere 1374, a oa ul lenneg, lennegour, ha barzh italianek. Gant Dante Alighieri ha Boccaccio ez eo unan eus brasañ skrivagnerien al lennegezh italianek.
Brudet eo e sonedennoù evel ur skouer a varzhoniezh. Dastumet int el levr Canzoniere. Brudet eo ivez e garantez ouzh Laura de Noves.