Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur sonedenn[1] zo ur varzhoneg, anezhañ un hollad pevarzek gwerzenn, gant div bedergwerzenn da gentañ ha div deirgwerzenn goude.

Italia

kemmañ

Gant Petrarca, en Italia ar XVvet kantved, eo bet brudet ar sonedenn, a seblante bezañ un doare kanaouenn en e raok.
Implijet eo bet en holl yezhoù Europa goude.

Saozneg

kemmañ

Brudet eo sonedennoù William Shakespeare e saozneg.

Spagnoleg

kemmañ

Kentañ den a skrivas sonedennoù spagnoleg e voe Íñigo López de Mendoza, markiz Santillana (1398-1458), a savas 42 sonedenn. Er XVIvet kantved e voe implijet gant Félix Lope de Vega, Diego Hurtado de Mendoza, Hernando de Acuña, Fernando de Herrera, Gutierre de Cetina ha re all.

Ar varzhed vrudetañ a savas sonedennoù eo Lope de Vega, Góngora, Quevedo, Calderón, Sor Juana ha Cervantes.

Galleg

kemmañ

E galleg eo bet implijet ar sonedenn gant Ronsard, Baudelaire ha Hérédia dreist-holl.

E brezhoneg

kemmañ

Implijet eo bet ar sonedenn gant tud Gwalarn : Roparz Hemon, Youenn Drezen, Kenan Kongar ha re all.

Abaoe an eil brezel-bed n'eo ket bet implijet stank.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Meneg ebet e Geriadur Vallée, 1932 ; meneget e Geriadur Hemon, 1993. Soned dindan pluenn Serj Richard e-barzh An Dengasaour, 2013 ; soned ivez e Geriadur Ménard, 2020.