Kêr-benn ha brasañ kêr Serbia eo Beograd[1], pe Belgrad (Београд e serbeg), e kember ar stêrioù Sava ha Danav. Emañ en ur distrig anvet "Kêr Veograd" (Град Београд/Grad Beograd). Hervez niveradeg 2022 e oa 1 197 714 a dud o chom e kêr ha 1 681 405 a dud gant ar fabourzhioù.

Beograd
kêr, rann velestradurel a live kentañ, statistical region of Serbia, district of Serbia, kêr vras
Anv ofisielБеоград, Beograd, Nándorfehérvár Kemmañ
Anv er yezh a orinБеоград, Beograd Kemmañ
Yezh ofisielserbeg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadSerbia Kemmañ
E tiriadCity of Belgrade Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
War riblSava, Danav Kemmañ
Daveennoù douaroniel44°49′4″N 20°27′25″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhAleksandar Šapić Kemmañ
Ezel eusWorld Tourism Cities Federation Kemmañ
Gevellet gantKyiv Kemmañ
Yezh implijetSinte Romani Kemmañ
Present in workCivilization V Kemmañ
Kod-post11000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.beograd.rs Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Belgrade Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Belgrade Kemmañ
Istorhistory of Belgrade Kemmañ
Rummad tostCategory:Belgrade-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Belgrade Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Belgrade Kemmañ
Time of earliest written record3vet kantved kt JK Kemmañ
Kod pellgomz an takad011 Kemmañ
Kod plakenn varilhBG Kemmañ
Roll elfennoùlist of streets and squares in Belgrade Kemmañ
Category for honorary citizens of entityCategory:Honorary citizens of Belgrade Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Belgrade Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Belgrade Kemmañ
Map

« Kêr gwenn » a dalv he anv hag aloubet e voe 40 gwech en he hir a istor. Tro-ha-tro e voe keltiek roman, bizantion, hungarat, serb, aostrian, otoman, serb, yougoslaviat e 1918 ha kêr-benn Serbia en-dro adalek 2006.

Da gentañ e oa meuriadoù henvalkanek o chom er c'horn-bro, en o zouez an Draked hag an Daked. Aloubet e voe ar vro gant ar Gelted kozh e -279, ha kemeret e voe kêr gant ar Scordisci hag a anvas anezhi Singidūn (dūn a dalv "kreñvlec'h"). Tizhet e voe kêr gant lu ar Romaned e -54/-53, romanekaet e voe an anv ganto e Singidunum, ha laket e voe e proviñs roman Moesia. E 395 e tremenas al lec'h dindan veli Impalaeriezh roman ar Reter. En tu all d'ar stêr Sava, e-tal Singidunum, edo kêr geltiek Taurunum (Zemun) ; ur pont a oa etrezo a-hed ar mareoù roman ha bizantion.

Kenober etrebroadel

kemmañ

Gevelladennoù

kemmañ

Gevellet eo Beograd gant ar c'hêrioù amañ da-heul[2],[3],[4].

Stummoù all kenober ha mignoniezh

kemmañ
Lizheroù mennadiñ sinet gant kêrioù-penn eus Yougoslavia kozh

Enorioù broadel hag etrebroadel

kemmañ

Meur a enor broadel hag etrebroadel zo bet deroet da gêr Veograd, en o zouez al Lejion a enor gall e 1920[6], Kroaz ar Brezel Tchekoslovakia, Sterenn Karađorđe hag Urzh an haroz broadel Yougoslavia[7]. An enor-mañ a voe roet dezhi d'an 10 a viz Here 1974 evit lidañ deizh-ha-bloaz dibenn an ac'huberezh nazi e-pad an Eil Brezel-bed. E 2006 e voe deroet dezhi gant ar gelaouenn Foreign Direct Investment eus ar Financial Times an titl a Gêr an Dazont en Europa ar Su[8].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. "Beograd" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. (en) International Cooperation. Kavet : 21/05/2023.
  3. (bs) Medjunarodni osnosi. Kavet : 21/05/2023.
  4. (en) Lahore and Chicago to be declared twin cities. Kavet : 21/05/2023.
  5. Belgrade (Belgique). Kavet : 21/05/2023.
  6. (fr) Ordre de la Légion d'honneur - Villes étrangères. Kavet : 21/05/2023.
  7. (en) Flags ans Arms of Serbia. Kavet : 21/05/2023.
  8. (sr)(en) Belgrade - City of the Future in Southern Europe. Kavet : 21/05/2023.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.