Hent ar Seiz
Hent ar Seiz[1] a vez graet eus an hentoù darempredet gant karavanennoù marc’hadourien a zegase seiz ha produioù all eus Sina da Europa en Henamzer hag er Grennamzer. Degaset eo bet an termen Hent ar Seiz gant Ferdinand von Richthofen.
Pa gomzer eus Hent ar Seiz, e soñjer alies en hent pennañ, boasañ, a gase eus Xi'an (a oa kêr-benn Sina gwechall), dre Lanzhou, Wuwei ha Zhangye betek Dunhuang ; eno e oa rannet etre hent an norzh ha hent ar su a yae o-daou hebiou dezerzh Taklamakan a-raok dont da unaniñ en-dro e Kashgar ha kas dre Samarkand, Buc’hara, Tehran betek Antioc’heia (hiziv Antakya), war aod ar Mor Kreizdouar.
Dre Hent ar Seiz e veze kaset marc’hadourezh evel ar seiz pe c’hoazh ar spisoù, ar gwer pe ar porselen. Ha dre an hent-se, ha dre ar c’henwerzh, e voe skignet relijionoù ha sevenadurioù. Evel-se e voe tizhet Sina ha Japan gant ar voudaegezh. Dre an hent-se ivez e voe ledet kredenn gristen Nestorius betek kêr-benn Sina ar mare-hont, evel m’eo bet diskouezet deomp gant enklaskoù henoniourien e Xi'an. Gant an hent-se eo deuet ar paper hag ar poultr betek ar broioù arab, hag alese, goude-se, betek broioù Europa.
Abalamour da gemmoù an hin ha d’ar brezelioù, hag abalamour dreist-holl ma voe kavet gwelloc’h mont dre hentoù mor, goude ergerzhadegoù ar Spagnoled hag ar Bortugaliz, e voe kollet talvoudegezh ha pouezusted gant Hent ar Seiz goude ar XVvet kantved. Bremañ eo deuet da vezañ un hent darempredet gant touristed.
Hent nevez ar seiz
kemmañAn hent kenwezh nevez-mañ etre Europa hag Sina zo ur raktres ramzel dispaket gant ar gouarnamant sinaat e diskar-amzer 2013, dindan prezidantelezh Xi Jinping. Kalz danadeilad a zo o vezañ savet e 68 bro disheñvel : gourhentoù, hentoù-houarn, porzhioù hag all.
Notennoù
kemmañ- ↑ Hent ar Sidanerien, e Geriadur Vallée.
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |