Dezerzh Taklamakan

(Adkaset eus Taklamakan)

Dezerzh Taklamakan (ouigoureg Täklimakan Toghraqliri, sinaeg 塔克拉玛干沙漠 Tǎkèlāmǎgān-Shāmò) eo an eil dezerzh traezh brasañ er bed, goude Roub' al-C'hali. En em astenn a ra en Azia ar C'hreiz, e Xinjiang, ur rannvro emren e kornaoueg Republik Pobl Sina. En-dro dezhañ emañ menezioù Kunlun er c'hreisteiz, menezioù Pamir ha Tian Shan er gornaoueg hag en hanternoz, ha dezerzh Gobi er reter.