Henry Morton Stanley

Henry Morton Stanley (29 a viz Genver 1841 - 10 a viz Mae 1904) a oa ur c'hazetenner, skrivagner hag ergerzher, genidik eus Dinbych, e hanternoz Kembre, hag en deus beajet en Afrika.

Henry Morton Stanley

Brudet eo dreist-holl peogwir e oa bet klasket ha kavet gantañ un ergerzher all, David Livingstone, a oa aet diwar wel en Afrika.

Buhez ha beajoùAozañ

John Rowlands e oa e anv kentañ. Desavet e voe gant e dad-kozh, e Llanelwy : dianav e oa e dad ha dilezet e voe gant e vamm pa oa 18 miz. Goude marv e dad-kozh e voe kaset d'un ti-emzivaded hag eno e voe start ar vuhez evitañ. A-boan 18 vloaz e oa pa lestras war ul lestr da vont da Stadoù Unanet Amerika, ma erruas e miz C'hwevrer 1859. Paeañ a reas e veaj en ur labourat evel martolod e bourzh al lestr. Kavout a reas labour e New Orleans, gant ur c'henwerzhour pinvidik anvet Henry Hope Stanley. Meur a vloaz e chomas da labourat gant an den-se ha damadvabet e voe gantañ. Diwar neuze e voe kemeret an anv Henry Morton Stanley gantañ.

Kemer a reas perzh, en daou du, e Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika ha goude e teuas da vezañ kazetenner evit an New York Herald, e 1867. Beajiñ a reas evit ar gazetenn-se : unan eus he c'henskriverien e voe e kornôg ar Stadoù Unanet da gentañ, e Turkia da c'houde, ha mont a reas da Afrika e 1869. Kelaouaer e voe en Etiopia, kas a rae keleier eus ar brezel etre Breizh-Veur hag Etiopia, war harzoù ar vro-se. E 1869 e voe fiziet ennañ gant e gazetenn ar garg da glask ha da adkavout an ergerzher skosat David Livingstone, a oa bet kollet ar roud anezhañ e reter Afrika meur a viz diagent.

Mont a reas Stanley da Zanzibar e miz Meurzh 1871 hag aozañ a reas e veaj d'ar c'hevandir, hep rankout soursial nemeur eus ar c'houst anezhi, pa oa paeet ar frejoù gant rener ar gazetenn New York Herald. Kavout a reas Livingstone d'an 10 a viz Du 1871 en Ujiji, e-kichen al lenn Tanganyika, e Tanzania hiziv. Hervez a voe kontet goude-se e voe distaget ar gerioù "Doctor Livingstone, I presume?" gant Stanley p'en em gavas gant an ergerzher skosat, met den ne oar da vat daoust ha lavaret e voe ar frazenn-se e gwirionez.

 
An emgav etre Stanley ha Livingstone, hervez un dresadenn graet evit al levr gallek Comment j'ai retrouvé Livingstone (Hachette, 1876).

Gant Stanley ha Livingstone e voe kendalc'het da ergerzhet ar vro ha prouiñ a rejont ne oa liamm ebet etre al lenn Tanganyika hag ar stêr Nil. Pa zistroas Stanley eus e veaj e skrivas ul levr anvet "How I Found Livingstone; travels, adventures, and discoveries in Central Africa".

Gant an New York Herald, asambles gant ar gazetenn saoz Daily Telegraph, e voe arc'hantet, e 1874, ur veaj all en Afrika, ma'z eas Stanley a-dreuz Afrika, eus ar reter betek ar c'hornôg, en ur ziskenn ar stêr Kongo. Ur veaj start-kenañ e voe : evit tremen al lammoù-dour bras a zo a-hed ar stêr e oa ret divontañ ar bigi ha dougen an tammoù anezho war an douar betek ul lodenn all, bageadus, eus ar stêr. 999 devezh e padas an ergerzhadenn-se ha meur a zen a varvas : 356 den a oa gant Stanley en deroù ha ne chome nemet 114 anezho er fin. Kontañ a reas Stanley an eil beaj-se el levr "Through the Dark Continent".

E 1886 e voe renet un ergerzhadenn all gant Stanley, evit saveteiñ Emin Pasha, a oa gouarnour Equatoria e su Soudan. Goude diaesterioù bras ha marv meur a zen, e voe kavet Emin Pasha gant Stanley e 1888, ha tizhout a rejont Zanzibar, gant an dud a oa chomet bev, e 1890. E-pad ar veaj-se e voe ergerzhet gant Stanley tolead ar menezioù Ruwenzori hag al lenn Edward.

Goude e zistro da Europa e timezas Stanley gant ul livourez eus Kembre, Dorothy Tennant, ha dilennet e voe da gannad e Kambr ar C'humunioù, eus 1895 da 1900. Mervel a reas e Londrez dan 10 a viz Mae 1904. Beziet e voe e Pirbright, e kontelezh Surrey.

Roud a gaver eus anv e meur a lec'h : kêr "Stanleyville", hag a zo deuet da vezañ Kisangani bremañ (e Republik Demokratel Kongo), "lammoù-dour Stanley" hag a zo bet adanvet lammoù-dour Boyoma, e reter Kongo ivez. Menez Stanley, pe Ngaliema, e menezioù Rwenzori, war ar vevenn etre Republik Demokratel Kongo hag Ouganda, eo an trede menez uhelañ en Afrika.

Levrioù skrivet gantañAozañ

  • How I found Livingstone (1872)
  • Through the Dark Continent (1878)
  • In Darkest Africa (1890)
  • Autobiography (1909)

Liamm diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.