Helmut Schmidt, ganet d'an 23 a viz Kerzu 1918 e Hamburg (Alamagn), marvet d'an 10 a viz Du 2015 e Hamburg ivez, a zo ur politikour alaman eus an SPD. Kañseller eo bet eus 1974 da 1982.

Helmut Schmidt
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHelmut Schmidt Kemmañ
Anv ganedigezhHelmut Heinrich Waldemar Schmidt Kemmañ
Anv-bihanHelmut Kemmañ
Anv-familhSchmidt Kemmañ
MoranvSchmidt Schnauze Kemmañ
Treuzskrivadur APIˈhɛlmuːt ˈʃmɪt Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Kzu 1918 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHamburg Kemmañ
Deiziad ar marv10 Du 2015 Kemmañ
Lec'h ar marvHamburg Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvperipheral artery disease Kemmañ
Lec'h douaridigezhOhlsdorf Cemetery Kemmañ
TadGustav Ludwig Schmidt Kemmañ
MammLudovica Schmidt Kemmañ
PriedLoki Schmidt Kemmañ
BugelSusanne Schmidt Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh, Embannerezh Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Hamburg, Klindworth-Scharwenka Conservatory, Lichtwarkschule Kemmañ
ProfessorshipQ124728452 Kemmañ
Lec'h annezLangenhorn Kemmañ
Lec'h labourBerlin, Bonn, Strossburi, Brusel Kemmañ
Emezelet ouzhSPD Bundestag fraction Kemmañ
Strollad politikelSozialdemokratische Partei Deutschlands Kemmañ
RelijionLuteriegezh Kemmañ
KleñvedAdams–Stokes syndrome Kemmañ
Grad milourelOberleutnant Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Skour luLuftwaffe Kemmañ
Ezel eusAtlantik-Brücke, Sozialistischer Deutscher Studentenbund, Trilateral Commission, American Academy of Arts and Sciences, Marine-HJ Kemmañ
Niverenn katalog11002007 Kemmañ
Helmut Schmidt

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Stummadur hag ofisour en eil brezel-bed

kemmañ

Da 17 vloaz e oa ezel, e 1936, eus ar Marine-Hitlerjugend. Goude e vachelouriezh e 1937 e voe embarzhet er Flakartillerie e Bremen. Er bloavezh 1941 e voe anvet da Letanant adarme komando uhel al Luftwaffe e Berlin. Adalek miz Gouere 1941 e servijas Schmidt evel ofisour er rann-arme panzer war Talbenn ar Reter. Kemer a ra perzh en argad Leningrad, ha resevout a ra ar groaz houarn.

Ha betek 1944 e laboure en ur servij e ministrerezh an aerlu e Berlin.

Test e vov e sal barnedigezh eus an dud kondaonet diwar gwalldaol an 20 a viz Gouere 1944 (gwelet film von Stauffenberg).

E miz Kerzu 1944 eo Mestr kanolier war dalbenn ar c'hornôg e Belgia. E deroù 1945 ec'h eztaol e enebiezh o vezañ bet burutellet e-pad ur boelladenn e Rerik en Ostsee da-geñver Herman Göring hag ar renad NS. Setu perak e felle d'un Ofiser sturiañ e kas dirak al lez-varn. Daou jeneral a harzas ar varnedigezh.

Dalc'het prizoniad eo bet adal Ebrel 1945, en tachad breizhveuriat e Soltau, dieubet d'an 31 Eost 1945.

Schmidt en deus lavaret dislavarioù da-geñver an Nationalsozialismus, krediñ a rae dezhañ bezañ stourmet a-enep an Nationalsozialismus.

Studioù ha labour

kemmañ

Goude e marevezh toull-bac'h e studias Schmidt Ekonomiezh Pobl ha skiantoù ar Stad en Hamburg betek 1949. E kêr Hanse Hamburg eo bet rener war an ekonomiezh hag an dezougen.

E-kerzh e studioù ec'h emezelas en unvaniezh studierien sokialour.

Eus 1968 betek 1984 eo bet besprezidant an SPD el live broadel.

E 1962 kargad eo e servij Polizei ar stadig Hans Hamburg, gant ar giriegezh-se eo e rankas merañ ar gorventenn drastus: "al lanv uhel", a veuzas kement a annezidi hag a reas kement a zistrujoù war an Nordseeküste, e kerz nozvez ar 16 ha 17 a viz C'hwevrer 1962. Kenurzhiañ a rankas ober un niver bras a servijoù saveteiñ, gwareziñ eus ar wallreuz. Hep bezañ en e wir lezennel, e arvero an arme hag an NATO gant biñsaskelloù, danvez pourveziñ e teujont a-benn prim da ziskoulmañ ar gudenn. Ur skeudenn skouerius a voe graet eus Schmidt neuze, an den gouest ha barrek da verañ en degouezhioù trubuilhus hag arvarus an arme an efedusañ ar gwellañ.

E dilennadegoù 1965 eo addilennet Schmidt er Bundestag. An daou strollad enep, an SPD hag ar CDU a reas un unvan pe „koalition“, etre ar c'hanseler Georg Kiesinger CDU ha Willy Brandt SPD. Kiesinger o vezañ bet oberiant en eil Brezel-bed gant ar renad nazi, dre-se eo bet tamallet garv gant an emsavadegoù studierien yaouank ar mare-se.

Bundesminister (1969–1974)

kemmañ

E 1969 eo dilennet Willy Brand SPD hag e tibabo evel Ministr an difenn ao. Schmit, e 1972 e kemer plas ar ministr ekonomiezh hag an arc'hant.

Bundeskanzler (1974–1982)

kemmañ

Goude dilez Willy Brandt eus e garg a chef ar Regierung, e voe dilennet Schmidt d'ar 16 a viz Mae 1974 gant 267 a vouezhioù. 5vet kanzler dilennet ar Bundesrepublik. Ar c'hudennoù pennañ en doe da dalañ oute a voe an diwaskadenn ekonomikel (stagflation) ha kriz an eoul-maen er bloavezhioù 70, ha tremen a reas en tu-hont d'an enkadennig primoc'h ar Bundesrepublik eget broioù all. Hep disoñjal trubuilhoù brudet an „Deutsche Herbst“ gant ar RAF (Rote Armee Fraktion).

Ar marc'hata gant ar sponterien, evit skrapadeg ar politikour Peter Lorenz e 1975 gant aozadur „zweite Juni“, un astennadenn eus ar RAF, a voe dezvarnet diwezhatoc'h evel ur c'hwitadenn. Heuliañ a reas ur renad kalet a voe burutellet kriz. Dieubet ar sponterien eus o zoull-bac'h ha kaset dre garr-nij da vro Yemen 'vel goulennet gant ar skraperien, diwezhatoc'h e voe kondaonet ar skraperien. Ar vandennad tud diskarget er Yemen a zistroas diwezhatoc'h da blantañ reuz endro er BRD ha da lazhañ tud en Alamagn.

Seveniñ a reas e Gorleben ur greizenn nukleel asambles gant e vignon, a stagas liammoù gantañ, Valéry Giscard d’Estaing. Gwellaat a rejont asambles an darempredoù tenn a oa etre Frañs hag Alamagn.

Oberiant eo bet c'hoazh Schmidt e-pad pell amzer e bro Alamagn hag evit seveniñ raktres Unaniezh Europa ha war dachennoù lies. Brudet eo evit dont war platoioù skinwel, pe en añfioù er skolveurioù da brezegenniñ ha da reiñ e alioù fur gant ur sigaretenn en e zorn, pell goude al lezennoù da skarzhañ ar butun eus al lec'hioù foran.

En e raok:
Willy Brandt
Kañseller Alamagn
 
Mae 1974 – Here 1982
War e lerc'h:
Helmut Kohl