Kañseller Alamagn
Kañseller (alamaneg: Kanzler; Kanzlerin, Kañsellerez evit ur plac'h) eo an titl a vez gant an hini a zo e penn ar gouarnamant en Alamagn. An anv ofisiel eo Bundeskanzler (Bundeskanzlerin evit ur plac'h), da lavaret eo "Kañseller(ez) kevreadel".
Kevatal eo d’ar post Kentañ Ministr a vez kavet e meur a vro, hag ar post gant ar muiañ a c'halloud eo en Alamagn, pa n'eus gant ar post Prezidant Alamagn nemet ur perzh arouezel dreist-holl.