Antoni Gaudí
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Antoni Gaudí i Cornet ganet ar 25 a viz Even 1852 e « Mas de la Calderera » e Reus, ha marvet d'an 10 a viz Even 1926 e Barselona a oa un tisavour Katalan[1].
Personelezh Gaudi
kemmañAnavezet eo evit e grouadurioù souezhus ha meurdrezus. Un den dreistordinal e oa en e labour. Un tisavour hag a trese e tiez hag a cheñche diehan ar stuñvioù betek fin ar chañter. Disheñvel kren eus tisavourien ar maredad e oa eñ. An tisavourien a oa tud meizeg, padal e oa kentoc'h krouer, saver pe artizan. A-hed e chañtieroù e ijino ha cheñcho e doareoù da sevel ar vatimantoù. Setu perak e oa ken hir ar chañtieroù gantañ. Neuze evit gellout sevel tiez e oa ret dezhañ kavout pratikoù hag a asantfe gortoz un hir dermen a-raok kaout o mad. Evit un tisavour ken ispisial e oa ret kaout neuze pratikoù a memes live. Setu ma kavas Gaudi e sikour an Aotroù Gûel, greantour bras Barselona ur profer arc'hant a feson, prest da asanti menozhioù an arzour-savour hag a oa Antoni Gaudí.
Krouidigezhioù
kemmañ- Ar Palacio Guel : Savet etre 1886 ha 1888 (Barcelona) evit an Aotroù Guel. Un ti degemer eo. Un ti gant ur stuñv kreizennet war ur sall "bouest gouloù". Ur c'hloerdi a zo a-us d'ar sal-mañ. Savet eo ar c'hloerdi gant an teknik Volz Katalan.
- Bellesguard: Savet etre 1900 ha 1909 (Barcelona). Ur stuñv kreizennet savet gant 9 karezenna memes ment.
- Park Guel (1886-1888, Barcelona)
- Sagrada Familia (1883-1926, Barcelona)
- Casa Vicens (1883-1888, Barcelona)
- El Capricho (1883-1885, Comillas)
- Colegio Teresiano (1888-1890, Barcelona)
- Palacio Episcopal (1889-1893, Astorga)
- Casa Botines (1892, León)
- Casa Calvet (1898-1900, Barcelona)
- Casa Batlló (1904-1907, Barcelona)
- Casa Milà (La Pedrera) (1906-1912, Barcelona)
-
Sagrada Familia
-
Palacio Guel
-
Casa Vicens
-
El Capricho
-
Park Güell
Notennoù
kemmañ
Levrlennadur
kemmañ- (es) Bassegoda (Joan), Gaudí, Barcelona, Salvat, 1988, ISBN 84-345-8205-8
Liamm diavaez
kemmañ- (ca)Patrimoni.gencat, L'obra de Gaudí
- (en) Artcyclopedia
- (fr) Gaudí et Art nouveau en Catalogne
- (ca) Gaudí, arquitecte i artesà (video)