Banniel Spagn
| ||
Kenfeurioù | 2:3 | |
Lesanv | Rojigualda | |
Kod bannielouriezh |
Banniel evit pep degouezh | |
| ||
Kod bannielouriezh |
Banniel sivil douar ha mor (adstumm) | |
Degemeret d'an | 28.05.1785; kodekaat diwezhañ 05.10.1981 | |
Livioù Pantone |
Banniel Spagn (spagnoleg: Bandera de España, ha lesanvet "la Rojigualda" “ruz-melen aour”) a zo ur banniel gant teir bandenn a-led ruz, melen ha ruz. An hanter ledanoc'h eo ar vandenn velen. Ardamezioù ar vro a gaver war ar vandenn velen, ouzh tu ar gwint.
Orin
kemmañE 1785 eo e c'hourc'hemennas ar roue Carlos III ober gant ar banniel-se war listri brezel Spagn. Dont a reas da vezañ banniel broadel e 1843, ha padet en deus betek 1931, betek ma voe diazezet ar Republik. Disheñvelik e oa ar banniel sivil war vor, melen e oa gant 2 vandenn ruz. Pa voe diazezet Republik kentañ Spagn a voe berrbad (1873-1874) e oa miret ar memes banniel, hep ar gurunenn avat.
1931-1939
kemmañUr banniel nevez a voe krouet e 1931 gant Eil Republik Spagn, evit pellaat diouzh ar banniel all a oa lakaet da vonarkour. Hervez ar c'hiz republikan e oa graet gant teir bandenn gevatal, hag e-lec'h ar vandenn ruz en traoñ e voe lakaet unan vouk evit aroueziañ Kastilha ha León (ar melen hag ar ruz a oa lakaet da vezañ livioù rouantelezh Aragón). Graet e veze La Tricolor anezhañ. Ar banniel sivil a oa heñvel nemet ne oa ket an ardamezioù warnañ.
Spagn dindan Franco
kemmañAr brezel kaset war-raok gant ul lodenn eus an arme dindan renerezh Francisco Franco ha trec'h ar vroadelourien, a lakaas un termen da vanniel ar Republik. Gant an diktatouriezh lakaet e pleustr e voe adsavet ar banniel kent, ha lakaet ardamezioù nevez, warno erer Sant Yann.
Goude Franco
kemmañMervel a reas Franco e 1975. Hag e loc'has an argerzh evit lakaat ar Vourboned en-dro war an tron gant ar roue Juan Carlos Iañ. E 1977 e voe degaset un tamm kemm en ardamezioù. Bonreizh Spagn 1978 a lavar en he mellad 42.12 ez a teir bandenn ruz, melen, ruz, gant ar vandenn velen an hanter ledanoc'h eget an div all, da ober banniel Spagn. E miz Kerzu 1981 e voe divizet an ardamezioù nevez.