Ar Yaou a-raok Gwener-ar-Groaz, Sadorn-Fask ha Sul-Fask eo ar Yaou-Gamblit, a zegouezh etre an 19 a viz Meurzh hag an 22 a viz Ebrel, hervez ar bloavezhioù, diouzh al loariadoù.

Jezuz o walc'hiñ treid e ziskibien. Koadengravadur gant Lucas Cranach yr Hynaf.
Eskob anglikan Llanelwy, e Kembre, o walc'hiñ treid e barrezianiz.

En deiz-se, deiz diwezhañ ar C'horaiz, e vez lidet Koan Diwezhañ Jezuz hag e ziskibien, a-raok ma voe gwerzhet gant Judaz ha kaset d'ar marv.

Dont a ra an anv Kamblit (cablyd e kembraeg), eus ar ger gouezelek caplat, deuet diwar ar ger latin capillatio[1], hag a dalvez troc'hañ blev pe touzañ ar penn da lavarout eo touzañ pennoù ar venec'h, ha gwalc'hiñ o zreid ivez. Kement-se a veze graet e koun Jezuz.

Menegoù

kemmañ
  • Meneget eo ar Yaou-Gamblit e Geriadur Gregor, 1732.
  • Kentañ meneg skrivet eus ar ger e kembraeg a voe e 1400[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Geiriadur Prifysgol Cymru, cyfrol 1, pajenn 373.
  2. Geiriadur Prifysgol Cymru, pajenn 373.