Digeriñ al lañser pennañ

Geiriadur Prifysgol Cymru ("Geriadur Skol-veur Kembre") zo ur geriadur istorel eus ar c'hembraeg, savet gant Skol-veur Kembre da gentañ.

Displeget eo ster ar penngerioù ennañ e kembraeg ha troidigezhioù saoznek a gaver ivez. Evit pep ger e kaver e adstummoù, skouerioù eus e implij a-hed an istor ha displegadennoù diwar-benn e orin. Dont a reas an embannadur kentañ anezhañ er-maez etre 1967 ha 2002, e peder levrenn dev, gant 3 949 a bajennoù, 105 000 a benngerioù ha 7,3 milion a c'herioù en holl. Tost da 350 000 skouer zo, deiziadet, adalek ar VIIvet kantved betek 2002, gant 320 000 termenadur zo ha 290 000 troidigezh e saozneg.

IstorAozañ

E 1921 e voe kroget, e Levraoueg Vroadel Kembre, en Aberystwyth, gant ul labour furchal e dornskridoù ha notennañ ar gerioù a gaved enno, ul labour graet gant ur skipailhig a dud a-youl-vat, evit boueta ur geriadur da zont. Al labour da sevel ar geriadur e-unan a voe boulc'het e 1948, dindan renerezh ar c'helenner Richard James Thomas. Pa'z eas an den-se war e leve e 1975 e voe anvet Gareth A. Bevan en e lec'h, ha goude e teuas Patrick J. Donovan d'e eilañ, e 1998. E miz Genver 2008 e voe anvet Andrew Hawke e penn ar geriadur.

Embannet e voe ar Geriadur a lodennoù 64 fajenn, gant Gwasg Prifysgol Cymru (embannadurioù skol-veur Kembre), adalek 1950. Goude e voe strobet al lodennoù-se d'ober peder levrenn dev :

  • lodenn 1, a – ffysur, embannet e 1967
  • lodenn 2, g – llyys, embannet e 1987
  • lodenn 3, m – rhywyr, embannet e 1998
  • lodenn 4, s – Zwinglïaidd, embannet e 2002

Diouzhtu goude e voe kroget da labourat war un eil embannadur kresket.

E 2014 e voe lakaet enlinenn, en Internet, ur stumm digoust eus ar geriadur. Abaoe deroù 2016 e kaver ivez arloadoù digoust evit iOS hag Android.

Liamm diavaezAozañ