Manuel Vázquez Montalbán
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Manuel Vázquez Montalbán, bet ganet d'ar 14 a viz Mezheven 1939 e Barcelona (kêr-benn Katalonia) hag aet da Anaon d'an 18 a viz Here 2003 e Bangkok (kêr-benn Thailand), a oa ur barzh, ur c'hazetennour, ur romantour hag ur skridarnodour spagnolek.
Brudet-mat eo Vázquez Montalbán en abeg d'ar romantoù-polis, e oa kroget da sevel e 1972, ma c'haller lenn troioù-kaer Pepe Carvalho enne, tudenn un igounier krouet gantañ.
Tapet e oa bet Premio Nacional de las Letras Españolas (Priz Broadel al Lizhiri Spagnolek e brezhoneg) gantañ e 1995.