A lingua das bolboretas

A lingua das bolboretas ("Teod ar balafenned") zo un danevell c'halizek brudet, gant Manuel Rivas, en e zastumad ¿Que me queres, amor?. Deuet eo da vout Teod ar balafenned hervez troidigezh vrezhonek Mark Kerrain.

Ul levrig gant Mark Kerrain eo ivez hag a oa bet embannet e miz Gouere 2009 gant An Alarc'h Embannadurioù. Ennañ e kaver pemp danevell, an holl anezhe bet savet gant Manuel Rivas.

  • Kentañ karantez (tennet eus an dastumad Un millón de vacas, 1989)
  • Bered La Habana
  • Teod ar balafenned
  • O'Mero (tennet eus an dastumad Ela, maldita alma, 1999)
  • Peroked ar Güaira (tennet eus an dastumad Ela, maldita alma)

An istor

kemmañ

E 1936 en ur gêriadenn eus Galiza, a-raok deroù Brezel Spagn, istor ur skoliadig, mab ar c'hemener, hag e vestr-skol.

Ur film spagnolek La lengua de las mariposas zo bet graet diwar an danevell, e 1999, gant José Luis Cuerda.

Liamm diavaez

kemmañ