O lapis do carpinteiro
O lapis do carpinteiro (Kreion ar c'halvez) zo ur romant galizek berr gant Manuel Rivas embannet e 1998 gant an Edicións Xerais (ISBN 978-84-8302-261-0).
Un istor karantez eo etre ur plac'h, Marisa Mallo, eus un tiegezh en tu dehou hag ur medisin republikan, Daniel da Barca, prizoniad e toull-bac'h Santiago de Compostela e-pad Brezel Spagn.
Prizioù
kemmañMeur a briz en deus gonezet an oberour gant e romant.
- 1998 : Premio de la Crítica Española (Priz ar Skridvarnerezh Spagnol)
- 1999 : Premio de la Asociación de Escritores en Lengua Gallega (Priz Kevredigezh ar Skrivagnerien C'halizek) ; Premio Arcebispo Xoán de San Clemente (Priz an Arc'heskob Juan de San Clemente)
- 2001 : Premio literario 50 Aniversario da Sección belga de Amnistía Internacional (Priz 50vet deiz-ha-bloaz kevrenn velgiat Amnesty International)
Troidigezhioù
kemmañ- 1998 : izelvroeg, kastilhaneg
- 2000 : alamaneg, galleg[1], italianeg, portugaleg
- 2001 : arabeg, finneg, saozneg, turkeg
- 2002 : gresianeg, poloneg, portugaleg Brazil
- 2003 : katalaneg, norvegeg, saozneg SUA
- 2004 : ruseg
- 2005 : hebraeg
- 2006 : sloveneg
- 2009 : bulgareg (adtroet e 2010)
- 2011 : roumaneg, serbeg
- 2013 : koreaneg
- 2021 : hungareg
Azasadurioù
kemmañUr film zo bet graet diwar ar romant e 2003, El lápiz del carpintero e ditl, renet gant Antón Reixa ha c'hoariet gant Tristán Ulloa, Luis Tosar ha María Adánez[2].
Ur pezh-c'hoari zo bet savet gant ar strollad Sarabela en Ourense er bloaz 2000 ha c'hoariet dre C'haliza a-bezh. Eizh Premios María Casares zo bet deroet d'an oberenn gant an Asociación de Actores e Actrices de Galicia.
Notennoù
kemmañ- ↑ Le crayon du charpentier, treuzyezhet gant Ramón Chao. Paris : Gallimard, 2000 (ISBN 978-2-07-075744-2)
- ↑ Internet Movie Database