Kig mamout da goan
Kig mamout da goan eo anv brezhonek al levr gallek Le sandwich de mammouth skrivet gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Lionel Le Néouanig, hag a oa bet embannet e galleg e 2001. Lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain hag embannet gant Sav-Heol e 2012. Ouzhpenn al levr da brenañ war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg, e kaver un enrolladenn anezhañ da selaou ha da bellgargañ. Ar c'hentañ levr eo eus un heuliad tri en holl.
Embannet eo e brezhoneg gant an ti-embann Sav-Heol, en dastumad Bidoc'hig.
An istor
kemmañRan zo aet skuizh. Skuizh o klevout goapaerezh ar re vras peogwir eo bihan. TRAWALC’H ! Neuze en deus graet e soñj: mont da dapout ur mamout. Ur pezh pikol mamout... Ha gant hennezh e vo debret kig da goan ! En amzer ar ragistor e tremen an istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant ur bern skeudennoù. Ar skrid a zo skrivet bras evit ar vugale. Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù golo al levr.
Levrioù all en heuliad
kemmañ- Skol ar mamouted, 2016
- Mougev ar mamouted, 2021