Kelc'h Debauvais (a-wezhioù Kelc'h Debeauvais[1]) a oa un aozadur da aozañ an deskadurezh vrezhon kentañ derez e brezhoneg[2]. Staliet e oa e Roazhon (kentelioù gant Frañsez Favereau) adalek dibenn 1965 betek 1969, e Brest (kentelioù gant Lukian Kergoat) hag e Pariz hag a zouge anv Frañsez Debauvais.

Ouzhpenn mil den zo bet enrollet er C'helc'h Debauvais etre 1965 ha 1969[3]. Er bloavezh-skol 1969 ez eus bet daouzek klas o vont en-dro gant Kelc'h Debauvais : seizh e Roazhon, tri e Paris, daou e Brest[4]. Embannet ez eus bet d'ar mare-se kentelioù eil bloavezh, o tennañ dreist-holl d' ar vuhez a-vremañ. Dont a rae ar rummad-se da stankañ an toull a chome etre ar Cours Elémentaire ha S.A.D.E.D.[5].

Bodet e oa Kelc'h Debauvais, SADED ha Framm Yaouankiz Vreizh (diazezet gant Tangi Louarn) e-barzh Skourr an Deskadurezh Vroadel.

Kentelioù embannet

kemmañ
  • Kelc'h Debauvais, Brezhoneg eil bloavezh - kentelioù 1-5, Preder, Kaier 167, Mae 1973
  • Kelc'h Debauvais, Brezhoneg eil bloavezh - kentelioù 6-10, Preder, Kaier 168-169, Mezheven-Gouere 1973
  • Kelc'h Debauvais, Brezhoneg eil bloavezh - kentelioù 11-20, Preder, Kaier 185-186, Du-Kerzu 1974

Levrlennadur

kemmañ
  • Danevellou obererezh, Emsav niv. 25, Genver 1969, pp. 11-12
  • "L. KERGOAD a zisplegas doareoù al labour gant K.D. : an enrolladur, ar gelennadurezh, an amzeriadur resis, ar genurzh strizh." (Danevelloù obererezh - Kelc'h Debauvais - Kreizenn vBrest, Emsav niv. 26, C'hwevrer 1969, p. 48

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (br) (fr) An Tribann niv. 57, eil trimiziad 1969
  2. Al Liamm Nnn 132, 1969 p. 76
  3. Kelc'h Debauvais, Brezhoneg eil bloavezh - Kentelioù 1-5, Preder, Kaier 167, Mae 1973 (Rakskrid).
  4. Al Liamm, Nnn 133 1969 p. 156
  5. Al Liamm, Nnn 133 1969 p. 156