Per Pondaven

skrivagner brezhonek

Per Pondaven (1962-2008) a oa skrivagner e brezhoneg, biologour hag arbennigour war lec'hanvadurezh arvor Bro-Leon.

Per PONDAVEN

Ganet e oa Per Pondaven e 1962, e Brest (Penn-ar-Bed), ha desket en doa ar brezhoneg e-pad e studioù uhelañ. Ur stummadur biologour en doa graet, ha savet un dezenn diwar-benn "Arc'hwel ar proteinoù fosfataz ouzh kontrol an tremen G2/M e ovositenn ar steredenn-vor" . Eus tezennour e savlec'h biologel Rosko, eo deuet da vezañ mestr-prezeger e Skol-Veur Roazhon ha goude-se e Skol-Veur Naoned.

Anavezet eo Per Pondaven dreist-holl evit e labour war lec'hanvadurezh Leon. Ezel e oa eus an École d'Onomastique Léonarde, ur strollad bet krouet gant Mikael Madeg ha gant un doare poblel da welet al lec'hanvadurezh. Dastumet e veze an anvioù en ur gomz brezhoneg gant tud hag a c'helle implijout ar gerioù-se. Ar c'hlask war-lec'h stummoù disheñvel ar gerioù a zo un elfenn eus al labour-se ivez. Skrivet pe kenskrivet en deus Per Pondaven trizek eus ar pevarzek oberenn liammet gant lec'hanvadurezh an takadoù tost d'ar mor e Leon. E-tro 20 000 lec'hanv eus arvor Leon a zo bet dastummet, ouzhpenn-se e kaver ivez an doare da zistagañ an anvioù, disoc'h ugent vloaz a enklask war an dachenn eo.

Embannet en deus ul levr, kensavet gant Yann Riou, diwar-benn troioù-lavar ha krennlavaroù liammet ouzh ar mor. Adembannet eo bet al levr-se e 2009 gant an anv Trouz ar Mor.

Mervel a reas war vor d'ar 1 a viz Genver 2008.

Skridoù

kemmañ

Pennadoù diwar-benn an anvadurezh, e galleg

kemmañ

Tu 'vefe da glokaat ar rannbennad-mañ gant pennadoù pe kaozioù bet embannet etre 1993 ha 2000.

Anvioù-tud
  • « Nos noms de familles du Bas-Léon tels qu'en eux-mêmes enfin », in Le Lien (Cercle Généalogique du Finistère) niv. 46. pp. 15-19, 1993.
Lec'hanvadurezh
  • « De quelques toponymes révélateurs de la présence de pêcheries anciennes sur le littoral du Bas-Léon », in Bulletin d'Information de l'A.M.A.R.A.I. (Association Manche Atlantique pour la Recherche Archéologique dans les Îles) niv 5. pp. 57-65, 1992.
  • « Recueillir les noms de la côte (l'identité du Bas-Léon restituée par la toponymie) », kenlabour gant Yann Riou, in Le Chasse-Marée niv 76. pp. 26-41, 1993.
  • « Les noms de lieux à Landunvez », in Le Sémaphore (Bulletin de liaison du Syndicat d'Initiative de Landunvez), niv 43, déc. 93.
  • « De quelques toponymes nautiques évocateurs du passé du Pays des Abers », in Les Cahiers de l'Iroise (Société d'Études de Brest et du Léon) niv. 196. pp. 39-59. 2003.
  • « Nommer Carn, réflexions sur la toponymie », in L'île Carn, pp. 99-101, emb. Créaphis. 2002.

Barzhonegoù e brezhoneg

kemmañ

Enklaskoù e brezhoneg

kemmañ
  • Renabl anoiou lehiou arvor Goueled Leon. Etre an Aber hag an Aberig, kenlabour gant Mikael Madeg, 254 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 1995.
  • Renabl anoiou lehiou arvor Goueled Leon. Etre an Aberig hag Aod Vraz Lambaol, kenlabour gant Mikael Madeg, 210 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 1997.
  • Renabl anoiou lehiou arvor Goueled Leon. Etre Enez Trevoc'h hag an Aber Ac'h, kenlabour gant Mikael Madeg, 260 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 1997.
  • Renabl anoiou lehiou arvor Bro Bagan. Etre an Aber Ac'h hag ar Vougo, 269 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 1998.
  • Renabl anoiou lehiou arvor Bro Bagan. Etre ar Vougo hag Enez Kêrlouan, kenlabour gant Mikael Madeg, 275 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 2000.
  • Renabl anoiou lehiou arvor Bro Bagan. Etre Enez Kêrlouan hag an Aod Veur, kenlabour gant Mikael Madeg, 183 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 2000.
  • Renabl anoiou lehiou arvor Gorre Leon. Etre an Aod Veur ha Kanol ar Porz Nevez, kenlabour gant Mikael Madeg, 225 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 2001.
  • Le bruit de la mer (trouz ar mor), kenlabour gant Yann Riou, éditions Le Télégramme, 157 p., 2003.
  • Sibirill, Santeg, Plougouloum. Renabl anoiou lehiou arvor Gorre Leon, kenlabour gant Mikael Madeg, 179 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 2004.
  • Rosko, Kastell-Paol. Renabl anoiou lehiou arvor Gorre Leon, kenlabour gant Mikael Madeg, 151 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 2004.
  • Tro Enez Vaz. Renabl anoiou lehiou arvor Gorre Leon, 119 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 2004.
  • Bae Montroulez. Renabl anoiou lehiou arvor Gorre Leon, kenlabour gant Mikael Madeg, 242 p., Emgleo Breiz / ar Skol Vrezoneg, 2004.
  • Tro Enez Eusa : Renabl anoiou lehiou inizi kornog Goueled-Leon, kenlabour gant Mikael Madeg, Ar Skol Vrezoneg / Emgleo Breiz, 243 p., 2004.
  • An Enezeier : Renabl anoiou lehiou inizi kornog Goueled-Leon, kenlabour gant Mikael Madeg ha Yann Riou, Ar Skol Vrezoneg / Emgleo Breiz, 321 p., 2004.
  • Anoiou badiziant Bro Leon, kenlabour gant Mikael Madeg ha Yann Riou, Emgleo Breiz, 195 p., 2006.
  • Trouz ar Mor, kenlabour gant Yann Riou, adembannadur adwelet ha klokaet eus Le bruit de la mer, rakskrid gant Daniel Giraudon, gourfennskrid gant Yann Riou, emb. Le Télégramme 174 p., 2009[1].
  • Anoiou famillou Bro-Leon, kenlabour gant Mikael Madeg ha Yann Riou, Emgleo Breiz, 387 p., 2009.
  • Geriadur an Arvor, rakskrid gant Yann Riou, An Alarc'h Embannadurioù, 89 p., 2009.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Éditions en langue bretonne. Trois livres signés Per Pondaven, war Le Télégramme.com d'an 9 a viz Gwengolo 2009.

Gwelet ivez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  Porched al Lennegezh vrezhonek – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezh vrezhonek.