Enez Karn
Enez Karn, pe Karn[1], zo un enezennig tost d'an douar-bras e Mor Breizh, e kumun Gwitalmeze. Pa vez tre e c'haller mont betek enni war droad.
Pont traezh pe Pont Karn[2] a reer eus an erv draezh a stag an enezennig ouzh an douar-bras pa vez izelvor.
Istor kemmañ
War an enezenn ez eus ur c'harn ragistorel, savet war-dro 4 200 vloaz a-raok J.-K[3]. En amzer-hont e oa izeloc'h live ar mor ha stag e oa an enezenn ouzh an douar-bras. E 1954 e oa bet addizoloet an hini gentañ eus an teir c'hambr zo er c'harn. Savet e voent evit beziañ tud varv moarvat. Hervez ar pezh zo bet kavet enno gant ar furcherien e oa bet implijet ar bezioù-se betek ar bloaz 2 500 a-raok J.-K.
Mojenn kemmañ
Kontañ a reer e oa ur c'hastell gwechall war an enezenn. Ar c'hastell-se a oa d'un aotrou, Roue Karn, a oa gantañ divskouarn marc'h. Digenvez e veve-eñ ha gervel a rae tud yaouank eus an douar-bras evit troc’hañ e vlev hag e varv. Met morse hini ebet ne zeue en-dro. Lazhet e vezent holl gantañ, ur wech m'o doa gwelet e zivskouarn. A-benn ar fin e voe lazhet an aotrou gant un troc'her-blev a droc'has dezhañ e c'houzoug gant e aotenn, kentoc'h eget bezañ muntret eñ ivez, evel e ziaraogerien[4]. Ar vojenn-se a reer anezhi, e lec'hioù all e Breizh, mojenn ar Roue Marc'h.
Levrlennadur kemmañ
- L'île Carn, dindan renerezh Hervé Jézéquel, Créaphis Editions, 2002, 252 bajenn
Notennoù kemmañ
- ↑ Per Pondaven ha Mikael Madeg, Renabl anoiou lehiou arvor Bro-Leon. Goueled Leon : levrenn 2 : Etre an Aberig hag an Aod Vraz Lambaol : Gwitalmeze, Lambaol, Emgleo Breiz
- ↑ Per Pondaven ha Mikael Madeg, Renabl anoiou lehiou arvor Goueled Leon : levrenn 2. Gwitalmeze, Lambaol
- ↑ L'île Carn, lec'hienn kumun Gwitalmeze (e galleg)
- ↑ Mojenn Enez Karn e lec'hienn kumun Gwitalmeze (e galleg)