Yvon Abiven
Yvon Abiven zo ur politikour breizhat ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1948 e Plouneour-Traezh.
Kelenner war an armerzh hag ar brezhoneg eo bet.
BuhezAozañ
En e yaouankiz eo bet ezel eus Strollad ar Vro Bagan hag eus UDB. Mignon e oa d'an Tad Medar a zaremprede p'edo ar manac'h en ur gouent e Gwengamp.
Teir gwech eo bet dimezet. Ar wech kentañ da Wenola Barzhig, ur verc'h da Ernest ar Barzhig, a varvas en ur gwallzarvoud. An eil gwech da Anna-Vari Strullu, eus Douarnenez. Ha da ziwezhañ da Chantal Simon-Guillou, levraouegerez er CRBC, e Brest. Pevar bugel en deus, tri gant e wreg kentañ hag unan gant an eil[1], zo bet desavet holl e brezhoneg.
Marc'heg eo en Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gall ha el Lejion a enor gall.
PolitikerezhAozañ
Er bloavezhioù 1980 en doa kuitaet an UDB ha dilennet e oa bet e penn ti-kêr Sant-Tegoneg. Maer ar gumun-se eo bet betek 2014. Kuzulier kanton Sant-Tegoneg e oa ivez, etre 1992 ha 2011 (dilennet e 1992, addilennet e 1998 hag e 2004). Etre ar 5 a viz Gouere 1997 hag an 18 a viz Mezheven 2002 e oa kannad sokialour evit Penn-ar-Bed e Pariz, e-lec'h Marylise Lebranchu.