Dewi Morris Jones
Dewi Morris Jones (Hendy-gwyn ar Daf, 1950 - Bronant, 15 a viz Ebrel 2015) zo ur c'helenner, levraoueger hag embanner kembreat. Unan eus renerien Cyngor Llyfrau Cymru (Saozneg: Welsh Books Council; Brezhoneg: Kuzul Kembre al levrioù)[1] e oa, an aozadur a ra war-dro an embann levrioù e Kembre.
Nav bloaz e oa bet e Brest o kelenn kembraeg ha saozneg.
E-touez krouerien ar Scrabble kembraek ("Scrabble yn Gymraeg")[2] e oa, hag ezel eus Plaid Cymru e oa.
Kanañ a rae gant Côr Meibion Caron, laz-kanañ paotred Tregaron.
E 2008 e oa bet anvet da zrouiz e Gorsedd Kembre evit e vuhez gouestlet da Gembre, ha roet dezhañ ur sae wer[3].
Oberennoù
kemmañ- Du a Gwyn - Gwenn ha du, barzhonegoù brezhonek troet e kembraeg gant Mikael Madeg ha Dewi Morris Jones. Y Lolfa, Even 1982 (128 p.)[4]
Embanner
kemmañ- A Little Book of Welsh Proverbs (Little Welsh bookshelf), gant W. A. Rose, tresadennoù gant Brian Fitzgerald, embanner Dewi Morris-Jones, embannadur Irish Books & Media, 27 a viz Even 1996 (60 pajenn)
- Charlie A'r Ffatri Siocled gant Roald Dahl, tresadennoù gant Quentin Blake, troet gant Elin Meek, embanner Dewi Morris Jones, embannadur Rily Publications Ltd, 19 a viz Gouere 2012 (192 pajenn)