Hendy-gwyn ar Daf pe Hendy-gwyn hepmuiken[1] (Whitland e saozneg) zo ur gêr vihan hag ur gumuniezh eus Kembre, e kornôg Sir Gaerfyrddin.

E 2011 e oa poblet gant 1792 a dud, ha 749 anezho (43,4%) a oa kembraegerien[2].

Anavezet e oa er Grennamzer evel Y Tŷ Gwyn ar Daf ("an ti gwenn war ar stêr Taf"). Eno moarvat e voe bodadeg gant tud a iliz ha gwiraourien, galvet gant ar roue Hywel Dda war-dro 940, da sevel lezennoù evit Kembre penn-da-benn.

E-kichen Hendy-gwyn ivez e kaver aspadennoù eus un abati sistersian, Abati Hendy-gwyn ar Daf, unan eus abatioù koshañ Kembre, savet e 1140.

Notennoù

kemmañ
  1. Enwau Lleoedd Sir Gâr ; Gwyddoniadur Cymru, Gwasg Prifysgol Cymru, 2008, p. 439
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol.