Sistersianed
Urzh ar Sistersianed (Ordo cisterciensis e latin) zo un urzh menec'h ha leanezed eus an Iliz Katolik Roman, a voe savet en XIvet kantved. Savet e voe gant Robert Molesme, ur abad genidik eus Champagn, a oa manac'h gant ar Veneadiz, hag a glaskas kempenn reolenn sant Benead. Abati Cîteaux e Bourgogn e oa abati kentañ an urzh-se ha roet he deus hec'h anv d'an urzh : eno, e dibenn an XIvet kantved, e voe savet ar reolenn nevez gant sant Robert.
Gant sant Bernez Clairvaux (1090-1153) e voe diorroet kalz an urzh nevez en XIIvet kantved. D'ar mare-se en em ledas an urzh dre Europa a-bezh ha savet e voe abatioù e meur a vro. Er XVIIvet kantved e voe rannet Urzh ar Sistersianed e daou urzh nevez, hag an hini vrasañ anezho eo urzh an Drapisted.
E-touez an abatioù savet gant Sistersianed e Breizh e c'haller menegiñ Abati Itron Varia Bear, Abati Itron Varia Koadmalouen, Abati Itron Varia ar Releg, Abati ar Joa e Kempenieg.