Chapel Koad Kev

chapel er gumun Skrigneg, Breizh.

Chapel Koad Kev zo ur chapel brudet hag ul lec'h pouezus evit broadelourien Breizh. Lec'hiet eo e Koad Kev, e kumun Skrigneg.

Chapel Koad Kev
chapel
StadFrañs Kemmañ
E tiriadSkrigneg Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°23′54″N 3°40′27″W Kemmañ
TisavourJames Bouillé Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel enskrivet, Patrimoine du XXe siècle Kemmañ
Map
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Chapel Koad Kev

Savet e voe ar chapel e 1937 gant an tisavour James Bouillé (1894-1945), war atiz an aotrou Yann-Vari Perrot, el lec'h ma oa bet ur chapel goshoc'h. Ur skouer eo eus ar pezh a veze klasket ober gant luskad ar Seizh Breur : lakaat diwanañ un arz breizhek nevez. Enskrivet e oa bet ar chapel war roll ar monumantoù istorel e 1997, 60 vloaz goude ar mare ma oa bet savet.

Lec'h broadelour

kemmañ

Lidet e vez ur pardon bep bloaz hag un devezh-koun gant Unvaniezh Koad Kev bep Lun Fask. D'ar sadorn 31 a viz Meurzh 2018 e oa bet adkavet distrujet kroaz bez Yann-Vari Perrot gant ur vaouez eus Skrigneg[1]. An deiz war-lerc'h e oa kavet luganioù skrivet gant pentur ruz war ar bez, Chapel Koad Kev. Al luganioù zo reoù eus an tu kleiz pellañ hag a embann: Facho, Kenavo les fachos, FTP, Menez Are enep faskour, faskourien er maez[2],[3],[4].

Losket eo bet toenn ha kreiz ar chapel gant un tan-gwall d'ar 5 a viz Gouere 2019.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ