Alexis de Tocqueville
skrivagner gallek

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Alexis Henri Charles de Clérel, beskont a d/Tocqueville, a oa bet ganet d'an 29 a viz Mezheven 1805 e Verneuil-sur-Seine (Enez-Frañs). D'ar 16 a viz Ebrel 1859 e oa marvet e Cannes.

Pentadenn, Honoré Daumier, 1849
Ur prederour politikel hag un istorour eo.
Unan eus prederourien bennañ ar frankizouriezh politikel eo. En em soñjet eo war an darempredoù zo etre an demokratelezh hag ar frankiz.
Diwar e veajoù er Stadoù-Unanet eo bet savet e breder. Un alc'hwez evit kompren ar vro-hont koulz hag evit kompren peseurt liammoù ha kudennoù a c'hell bezañ etre ar c'hevatalder hag ar frankiz eo e oberenn.
OberennoùAozañ
- Diwar-benn an toulloù-bac'h er Stadoù-Unanet ha penaos emañ kont e Frañs (1833),
- Diwar-benn an Demokratelezh en Amerika (1835),
- 15 devezh er gouelec'h (1840),
- Ar Renad Kozh hag an Dispac'h (1856),
- Eñvorennoù.