Charlez III (roue ar Franked)

Charlez III, lesanvet Charlez Eeun, ganet e 879 ha marvet e 929, a voe roue ar Franked etre 898 ha 922. Mab dalif ar roue Loeiz II e oa.

Charlez III, gant G. Rouget (1783-1869)

Re yaouank e oa evit ren goude marv e hanter-vreur Karloman II e 884. Karl III, impalaer ar C'hornôg, a voe dilennet evit kas ar rejañs. Dre ma oa re yaouank c'hoazh Charlez pa voe skarzhet Karl III e 887 e voe dilennet Odo, kont Pariz, roue ar Franked.

D'an 28 a viz Genver 893 e voe sakret roue ar Franked gant arc'heskop Reims. Diwar-se e savas tabutoù etre partizaned diskennad ar Garolingidi hag Odo. Un emglev a voe kavet a-benn ar fin : Charlez a zeufe da vezañ roue goude marv Odo, pezh a c'hoarvezas d'an 1 a viz Genver 898.

Ret e voe dezhañ tec'hel kuit goude un emsavadeg renet gant Roperzh, breur Odo Iañ, e 922.

Daoust ma varvas Roperzh Iañ ar bloaz war-lerc'h, ne zeuas ket a-benn Charlez III da adwiskañ kurunenn roue ar Franked. Toullbac'het e voe gant Herbert Vermandois, mabeg Roperzh Iañ, ha mervel a reas er vac'h e 929.



En e raok:
Odo Iañ
Rouaned ar Franked

898922
War e lerc'h:
Roperzh Iañ