Tenenan (pe Nenan) a oa ur manac'h deuet da Vro-Leon er VIIvet kantved, eus Kembre moarvat, nemet e oa mab d’ur priñs Iwerzhonat marteze.

Hervez ar vojenn e tilestras war ribloù ar stêr Elorn, e Goueled ar Forest. Sevel a reas e beniti en ur c’hoad eno, nepell diouzh Landerne.
Diwezhatoc’h ez eas donoc’h er c’hoadoù hag e reas e annez e Lez Kelenn (anvet Kastell Tenenan gwechall) e Plabenneg. Difennet en dije ar vro diouzh argadoù an Daned. Diskibl e oa da sant Karanteg, eskob Leon, hag anvet e vije bet e-unan da eskob Leon diwezhatoc’h.

Mervel a reas e 635, e Kastell-Paol (hervez Albert Le Grand) pe e Plabenneg.

D’ar 16 a viz Gouere e vez goueliet. E meur a lec’h e vez enoret : en ilizoù-parrez Plabenneg, Gwerliskin hag ar Forest-Landerne. Gwechall e veze graet un droveni en enor dezhañ e Plabenneg, ha loc’hañ a rae an dud eus Lez Kelenn.

Hervez tud zo ez eo e anv a vije e-barzh an anv-lec’h Landerne.

Levrlennadur

kemmañ
  • G. V. ar Yaouank, Buez Sant Tenenan hag histor Plabennec, Teurgn, embannadurioù Cartier, 1918, 12-12, 101 p.