Albert Le Grand
Jean Le Grand, anavezet evel Albert Le Grand, ganet e Montroulez en 1599 ha marvet en 1641 e Roazhon zo un dominikan breizhat hag a skrivas buhezioù sent.
E vuhez
kemmañE ouestloù a reas er gouent e Roazhon, ha goude ez eas d'e gêr c'henidik en 1622 pe 1623. Dibab a reas evel anv hini Alberzh Veur, a oa nevez anvet da wenvidig en 1622.
Oberennoù
kemmañBerzh a reas e skridoù diwar-benn sent Breizh, goude ma ne seblantont ket bezañ gwall skiantel hiziv. Evit sevel e oberenn c'hallek Vie des saincts de la Bretaigne armorique, embannet en 1637 e Naoned e ti Pierre Doriou, e tennas e vad eus dornskridoù kozh aet da goll abaoe. 78 buhez-sant zo el levr, teir danevell, ha nav roll-eskibien evit pep hini eus nav eskopti kozh Breizh (eskopti Leon, eskopti Kemper, eskopti Treger, eskopti Sant-Brieg, eskopti Gwened, eskopti Sant-Malo, eskopti Naoned, eskopti Dol hag eskopti Roazhon).
Liammoù diavaez
kemmañ- Albert Le Grand ha Les Vies des Saints de la Bretagne Armorique el lec'hienn grandterrrier.net
- Notenn verr el lec'hienn Gwiler.net